Aleksandr Dvornikov


Aleksandr Vladimirovich Dvornikov (Александр Владимирович Дворников e rusianeg ; bet ganet d'an 22 a viz Eost 1961) zo ur jeneral arme eus Nerzhioù Douar Rusia hag un haroz eus Kevread Rusia.

Emezelet eo Dvornikov en Arme soviedel e 1978 goude bezañ bet diplomet e Skol vilourel Suvorov en Ussuriysk. Bet eo neuze e Skol-bleustriñ Uhelrenerezh Moskva m'eo bet diplomet anezhi pevar bloaz war-lerc'h. Goude-se eo bet o servijout e Rannbarzh milourel ar reter pellañ. War-lerc'h c'hoazh eo bet o studiañ en Akademiezh vilourel Frounze betek 1991. Kaset e voe da c'houde da Strollad Nerzhioù ar C'hornôg, m'en deus servijet evel Komandant batailhon er 6vet Brigadenn Gwarded Fuzuilherien kefluskeret. E dibenn ar bloavezhioù 1990 e oa bet e penn rejimantoù en 10vet Rannarme Gwarded Tankoù hag en Eil Adarme Gwarded Fuzuilherien Kefluskeret Tamanskaya. Deuet eo Dvornikov da vezañ Pennsturvod ha goude-se Komandant un adarme fuzuilherien kefluskeret e Rannbarzh milourel Norzhkaokaz. Goude bezañ bet diplomet eus Akademiezh vilourel Pennsturvod Nerzhioù armet Rusia eo deuet da vezañ eilkomandant ha Pennsturvod an 36vet Arme. E 2008 e voe anvet Dvornikov e penn 5vet Arme ar Banniel Ruz. Goude servijout evel eilkomandant e Rannbarzh Milourel ar Reter e voe anvet da Pennsturvod ar Rannbarzh Milourel Kreiz, m'eo bet e gomandant e-pad miz. E miz Gwengolo 2015 eo bet komandant kentañ Nerzhioù armet Rusia e Siria e penn-kentañ Emelladenn vilourel Rusia e Siria. Garedonet e voe Dvornikov gant an titl a Haroz Kevread Rusia evit bezañ bet e penn emelladenn Rusia e Siria. E miz Gwengolo 2016 eo bet anvet komandant Rannbarzh milourel ar Su.[1]

Deroù e vuhez ha red-micher en arme soviedel kemmañ

Ganet eo bet Dvornikov d'an 22 a viz Eost 1961 e Ussuriysk. Diplomet eo bet e Skol vilourel Suvorov e 1978 hag emezelet eo en Arme Soviedel. Klokaet en deus Dvornikov e zeskadurezh vilourel e Skol-bleustriñ uhelrenerezh Moskva, m'eo bet diplomet e 1982. Adalek 1982 eo bet o servijout e Rannbarzh milourel ar Reter-pellañ evel komandant rejimant hag ivez evel Pennsturvod kompagnunezh. E 1991 eo bet diplomet eus Akademiezh vilourel Frounze ha deuet eo da vezañ eil komandant ur batailhon e Strollad Nerzhioù ar C'hornôg.[1]

Red-micher e Nerzhioù Douar Rusia kemmañ

Etre 1992 ha 1994 eo bet Dvornikov e penn 154vet Batailhon ar Fuzuilherien kefluskeret a-ziforc'h e 6vet brigadenn Gwarded fuzuilherien kefluskeret. E 1995 e teuas da vezañ Pennsturvod hag eilkomandant an 10vet Rannarme Gwarded Tankoù eus 248vet rejimant ar Fuzuilherien kefluskeret. Dont a reas da vezañ Komandant rejimant e 1996. D'an 20 a viz Genver 1996 e voe garedonet gant Urzh an Dellez Milourel. D'an 2 a viz C'hwevrer 1996 e vo garedonet choazh gant Urzh ar Galonegezh. E 1997 e voe lakaet e penn 1añ rejimant Gwarded fuzuilherien kefluskeret 2l Rannarme Gwarded Fuzuilherien Kefluskeret Tamanskaya e Rannbarzh Milourel Moskva. Etre 2000 ha 2003 eo bet Pennsturvod ha goude komandant an 19vet Rannarme Fuzuilherien Kefluskeret[2] e Rannbarzh Milourel Norzhkaokaz. D'ar 6 Mae 2000 e voe garedonet gant Urzh an Dellez evit ar Vammvro 4e klas gant sabrennoù. Diplomet e voe Dvornikov eus Akademiezh vilourel ar Pennsturvod e 2005.[1][3]

 
Dvornikov (eil a-gleiz), Ministr an Difenn Rusia Sergey Shoigu asambles gant Kuzulierien rusian all e Bon nijerezioù Khmeimim, 18 Mezheven 2016.
 
Dvornikov gant Ministr an Difenn Armenia David Tonoyan, 9 C'hwevrer 2019.

E 2005 e voe anvet Dvornikov eilkomandant Pennsturvod ar 36vet Arme e Rannbarzh Milourel Siberia. E 2008 e tapas penn 5vet Arme ar Banniel Ruz. Dont a reas da vezañ eilkomandant Rannbarzh Milourel ar Reter e 2011. Etre Mae 2012 ha Mezheven 2016 e voe o servijout evel Pennsturvod hag eilkomandant kentañ ar Rannbarzh Milourel Kreiz. Etre Du ha Kerzu 2012 e oa komandant rannbarzh. D'an 13 a viz Kerzu 2012 e teuas Dvornikov da vezañ Letanant-Jeneral. Bloaz war-lerc'h, d'an 13 a viz Kerzu 2014 e voe kresket da Koronal-jeneral. E miz Gwengolo 2015 e teuas Dvornikov da vezañ kentañ komandant Nerzhioù Armet Rusia e Siria e-pad Emelladenn vilourel Rusia e Siria. D'ar 17 a viz Meurzh 2016 e voe lakaet da Haroz Kevread Rusia evit e renerezh eno.[4] E miz Gouere e teuas Dvornikov da vezañ komandant oberiant Rannbarzh Milourel ar Su. Kadarnaet e voe en e garg d'an 20 a viz Gwengolo 2016.[1][5] Dre zekred a-berzh ar Prezidant Vladimir Poutin e voe kresket Dvornikov d'ar renk a Jeneral arme d'an 23 a viz Mezheven 2020.[6] E miz Ebrel 2022 e voe lakaet e penn an embregadennoù milourel en Ukraina e-pad aloubadeg Ukraina gant Rusia. [7]

Daveennoù kemmañ

  1. 1,0 1,1 1,2 ha1,3 Patrom:Ruheroes
  2. Gavrilov, Yuri (6 May 2003). "Остановите Дворникова!" (in ru), Moskovskiye Komsomolets. 
  3. Pavlenko, Maxim (22 Gwengolo 2016). "Кавказ на осадном положении" (in ru), Kavpolit. 
  4. Награждённые государственными наградами Российской Федерации
    (ru)
    . President of Russia (17 Meurzh 2016).

  5. Milenin, Andrei (20 Gwengolo 2016). "Александр Дворников назначен командующим войсками ЮВО" (in ru), Isvestia. 
  6. Указ Президента Российской Федерации от 23.06.2020 № 413 "О присвоении воинского звания Дворникову А.В.".
  7. Trending news: BBC: Putin replaces military commander in Ukraine - The Moscow Times (2022-04-08).