Aleksis Kivi eo anv-pluenn Alexis Stenvall, a oa ur skrivagner eus Finland, ganet e Nurmijärvi d'an 10 a viz Here 1834 ha marvet e Tuusula d'an 31 a viz Kerzu 1872. Sellout a reer outañ evel tad al lennegezh finnek.

Aleksis Kivi

Brudet eo e romant Seitsemän veljestä (« Ar seizh breur »), ar romant finnek bras kentañ. Pezhioù-c'hoari ha barzhonegoù en deus skrivet ivez.

Mervel a reas en dienez, d'an oad a 38 vloaz.

E skridoù

kemmañ
  • Lea (pezh-c'hoari, 1860)
  • Nummisuutarit (pezh-c'hoari, 1864)
  • Kullervo (pezh-c'hoari, 1864)
  • Kihlaus (pezh-c'hoari, 1866)
  • Yö ja päivä (pezh-c'hoari)
  • Kanervala (barzhonegoù)
  • Seitsemän veljestä (romant, 1870)

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.