Alekto (gregach Ἀληκτώ, "dibleg", latinekaet en Alecto pe Allecto) a oa c'hoar da Vegaira ha Tisifone hag int a oa Merc'hed ar Gounnar, pe an Erinied hag a veve en Tartaros.

Morc'hed Orestes, gant William-Adolphe Bouguereau. Orestes (mab Agamemnon) a oa Merc'hed ar Gounnar war e lerc'h.

Hervez Hesiodos e oant ganet o-zeir eus gwad Ouranos pa voe spazhet gant e vab Kronos. Alekto eo an hini a gastiz ar pec'hedoù evel ar gounnar, ar rogoni, graet e-keñver an dud all, un tamm evel Nemesis, nemet homañ a gastize an torfedoù ouzh an doueed.

Meneget eo hec'h anv en Aeneis Vergilius, hag en Inferno Dante.

En Aeneis kemmañ

En Aeneis eo galvet Alecto gant an doueez Juno d'he skoazellañ da hadañ brezel etre pobloù Aeneas ha Lavinia.