Aleksandr Veur
Aleksandr Veur (henc'hresianeg : Μέγας Ἀλέξανδρος, Megas Alexandros) pe Aleksandr Makedonia , pe Alesant Veur (henc'hresianeg : Ἀλέξανδρος Γ' ὁ Μακεδών Aléxandros o Makedốn), ganet e miz Gouere -356 ha marvet d’an 10 a viz Mezheven -323) zo unan eus rieien vrudetañ an Henamzer.
Mab e oa da Fulup Makedonia ha d'ar briñsez Olimpias.
Deuet da vezañ roue Makedonia e -336 e aloubas Impalaeriezh an Ac'haemenided divent hag e kasas e arme betek glann an Indus. Sevel kalz kêrioù a reas ivez, en o zouez kêr Aleksandria e -331.
Buhez
kemmañGanet e oa Aleksandr e Pella, kêr-benn Makedonia, e miz Gouere 356 a-raok J.K.
Desket e voe gant ar prederour Aristoteles.
E -338, oadet 18 vloaz, e kemeras perzh gant e dad en Emgann C'haeronea. Daou vloaz war-lerc'h, e [[-336], e voe drouklazhet e dad.
Goude euredoù Susa ma oa bet dimezet gant Stateira, merc'h Darius, roue Persia, e varvas diwar an derzhienn en ur ober dek devezh hepken, d'an 10 a viz Mezheven 323.
Aloubadeg
kemmañGoude marv Fulup Makedonia, Aleksandr a gendalc'has mennad e dad : unvaniñ Henc'hres dindan ur galloud hepken, gant Makedonia ha holl geodedoù Gres, nemet Sparta. Buan-tre e c'hounezas e impalaeriezh, ha goude un emgann gwadek e tizhas ar stêr Ganga en Indez, a oa bevenn "ar bed anavezet".
Pennadoù kar
kemmañLevrlennadur
kemmañ- Green, Peter ; Alexander of Macedon: 356-323 B.C. A Historical Biography ; Berkeley & Los Angeles : University of California Press, 1991.