Alexa Wilding
Alexa Wilding (ganet Alice Wilding, war-dro 1845–48 – 1884) a oa patrom da veur a livour rakrafaelour saoz. Labourat a reas gant Dante Gabriel Rossetti, etre 1860 ha 1870, muioc'h eget Elizabeth Siddal, Jane Morris ha Fanny Cornforth a zo brudetoc'h koulskoude. Anezhi n'ouzer ket kalz tra, pa'z eus bet skrivet kalzik diwar-benn ar maouezed all. Gwir eo ne oa ket liammet ouzh an arzour dre ar garantez evel ar re all.
Eus Shrewsbury, e Shropshire, e kornôg Bro-Saoz, tostik da harzoù Kembre, e oa tud Alexa, hogen hi a oa ganet e Surrey war-dro 1845. E dad a rae pianoioù. Ur plac'h a laboure e oa, met ne oa ket ken kalet he buhez e-skoaz al labourerezed all, ha desked he doa lenn ha skrivañ. Kemenerez e oa ha c'hoant ganti mont da aktourez pa reas anaoudegezh gant Rossetti.
Poltredoù Alexa Wilding
kemmañ- Lady Lilith (1864–68) a oa bet graet gant Fanny Cornforth da gentañ, ha graet en-dro gant Wilding e 1872–73
- Venus Verticordia (1864–68) a oa keginerez Rossetti da gentañ, adlivet gant dremm Wilding goude
- Monna Vanna (1866)
- Regina Cordium (1866)
- Sibylla Palmifera (1866-70)
- Dante's Dream at the Time of the Death of Beatrice (1871; an hind ar muiañ a-gleiz)
- The Bower Meadow (1871–72)
- Veronica Veronese (1872)
- La Ghirlandata (1873)
- Damsel of the Sanct Grael (1874)
- La Bella Mano (1875)
- The Blessed Damozel (1975–78)
- The Beloved (1863) da gentañ gant Marie Ford, hag awenet gant Wilding a-hervez pa oa bet great un adliv e 1873.