Marie Spartali Stillman
Marie Euphrosyne Spartali (Londrez, 10 a viz Meurzh 1844 - Londrez, 6 a viz Meurzh 1927), a oa un arzourez ha livourez saoz, gresian a-orin, ha patrom d'ar rakrafaelourien saoz.
BuhezAozañ
Maria Spartali a oa merc'h yaouankañ Michael Spartali (1818–1914), ur marc'hadour pinvidik, rener ar gompagnunezh Spartali & Co, konsul-jeneral Gres e Londrez etre 1866 ha 1882. Hennezh a oa erruet e Londrez war-dro 1828[1]. Eno e oa dimezet da Euphrosyne "Effie" Varsami (1842–1913), 24 bloaz yaouankoc'h, merc'h d'ur marc'hadour gresian deuet eus Genova.
E 1871 e timezas gant ar c'hazetenner ha livour stadunanat William James Stillman (1828-1901).
Patrom e voe Marie Spartali-Stillman evit al livourien Ford Madox Brown, Edward Burne-Jones, Julia Margaret Cameron, Dante Gabriel Rossetti ha Spencer Stanhope.
SkeudennaouegAozañ
NotennoùAozañ
- ↑ Vasos Tsibidaros. Oi Ellines stin Anglia (The Greeks in England). Athens: Alkaios, 1974.