Alexander Wilson (Paisley, 6 a viz Gouere 1766Philadelphia, 23 a viz Eost 1813) a oa ur barzh, un evnoniour, un naturelour hag un treser skosat ha stadunanat. Da Father of American Ornithology, "Tad an evnoniezh stadunanat" ez eo bet lakaet goude bezañ bet dilennet en American Philosophical Society e Philadelphia[1], a-raok Jean-Jacques Audubon (1785-1851).

Alexander Wilson
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhBro-Skos, Stadoù-Unanet Kemmañ
Anv-bihanAlexander Kemmañ
Anv-familhWilson Kemmañ
Berradur aozer boas e zoologiezhWilson, A. Wilson Kemmañ
Deiziad ganedigezh6 Gou 1766 Kemmañ
Lec'h ganedigezhPàislig Kemmañ
Deiziad ar marv23 Eos 1813 Kemmañ
Lec'h ar marvPhiladelphia Kemmañ
Lec'h douaridigezhGloria Dei (Old Swedes') Church Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
StudierJean-Jacques Audubon Kemmañ
Bet studier daNancy Bartrum Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadMinneapolis Institute of Art, National Gallery of Art, Smithsonian American Art Museum Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Teuliad arzour eSmithsonian American Art and Portrait Gallery Library, Frick Art Research Library Kemmañ

Ganet e oa bet A. Wilson e Paisley, e Renfrewshire, en un tiegezh presbiteriat, mab da Alexander "Saunders" Wilson ha Mary McNab. Ur floder e oa bet an tad kent mont da wiader ha strilher. Goude tremenvan e wreg ec'h addimezas Saunders hag e tilojas da Lochineuch, e Renfrewshire bepred, ma voe saver-chatal.

Skoliataet un tammig e voe Alexander, met ur bugul e oa dreist-holl betek e drizek vloaz pan eas da zeskard e vreureg, ur gwiader ivez. Goude-se ec'h eas da vicherour baleer e-pad pevar bloaz, o redek bro, o chaseal ar skilgegi meur en e amzer vak hag o vale marc'hadourezh a zor da zor dre Vro-Skos a-bezh[2].

Endra edo o labourat er gwiaderezh en-dro goude-se e kavas A. Wilson e oa dedennet-bras gant ar varzhoniezh, a-drugarez da oberennoù skotek Robert Burns. Krog e voe Wilson da skrivañ d'e dro : ouzhpenn da valladennoù ha mêsaerganoù ec'h aoze flemmganoù a-zivout stad ar wiaderien el labouradegoù. E 1792 e skrivas ur varzhoneg anvet Watty and Meg, or The Wife Reformed diwar-benn ur mezvier hag e wreg, a voe brudet-tre. Prosez a voe graet dezhañ en abeg da wallvruderezh a-c'houde ur flemmgan en devoa skrivet diwar-benn perc'henn saoz ul labouradeg ; drouktunañ ar c'hlemmer a eure, harzet e voe, ar pezh a c'hoarvezas meur a wech. Paouraat a reas dre ma n'en deveze mui amzer da labourat a-zevri, hag e miz Mae 1794, d'an oad a 27 vloaz, e tivizas divroañ da SUA gant e niz oadet a 16 vloaz[3]

Goude erruet e Delaware ec'h eas war droad da Philadelphia e Pennsylvania, ma klaskas labourat er moullerezh hag er gwiaderezh ; dre ma reas kazeg e troas war-du ar c'helenn, ar pezh a reas adalek 1796 betek 1801[4], ar bloaz m'en devoe darempredoù gant ur vaouez dimezet, pezh e redias da guitaat Philadelphia.

E-pad berr amzer e voe o kelenn e New Jersey kent distreiñ da Philadelphia ma kavas fred. Eno e kejas ouzh an naturelour brudet William Bartram (1739-1823) ; gant ar skiantour e voe kennerzhet ar gwiader da genderc'hel war hent an evnoniezh hag an tresañ.

Mennet e oa Alexander Wilson neuze da embann ur skeudennaoueg eus holl evned Norzhamerika. Redek bro a eure, en ur dresañ ha livañ 268 spesad laboused. E oberenn American Ornithology, nav levrenn enni, a voe embannet adalek 1808 betek 1814 ; kalzik spesadoù na oant ket bet deskrivet a-raok zo el labour-se[5]. Levezonet-bras gant American Ornithology e voe Jean-Jacques Audubon pa savas e levr The Birds of America (1827-1838).

Er bloaz 1813 e voe dilennet A. Wilson da ezel eus an American Philosophical Society. E miz Eost ar bloaz-se e varvas diwar flus, re a labour ha paourentez padus e-keit ha m'edo o prientiñ levrenn diwezhañ American Ornithology[6] ; dalif eo an 9vet levrenn eta. Er vered Gloria Dei e Philadelphia emañ e vez.


Oberennoù

kemmañ
  • The tears of Britain – A poem, hep deiziad.
  • 1800 : List of pieces written by Mr. Alexander Wilson, now in Philadelphia. Paisley, Scotland : Printed by Andrew Young • Watty and Meg: or the wife reclaimed, together with : Habbie Sampson and his wife or, a new way of raising the wind : Donald and his dog : the West Kintra weaver turned teetotaler : the Loss o' the pack : John Tamson's cart : Takin' it out o' his mouth. Paisley, Scotland : W. Wilson • Rab and Ringan: a tale as delivered in the Pantheon, Edinburgh by the author of Watty and Meg; to which is added The twa cats and the cheese, a tale. Glasgow : Brash & Reid.
  • 1801 : Oration, on the power and value of national liberty delivered to a large assembly of citizens, at Milestown, Pennsylvania, on Wednesday, March 4, 1801. Philadelphia : Printed by H. Maxwell.
  • 1806–1813 : Papers, 1806–1813. Philadelphia: American Philosophical Society.
  • 1808–1814 : American Ornithology; or, the Natural History of the Birds of the United States: Illustrated with Plates Engraved and Colored from Original drawings taken from Nature.
  • 1814 : The Foresters: A Poem, Descriptive of a Pedestrian Journey to the Falls of Niagara in the Autumn of 1804. Newtown, Pennsylvania : S. Siegfried & J. Wilson.


Levrlennadur

kemmañ
Alexander Wilson
  • (en) American Ornithology – Or, The Natural History Of The Birds Of The United States. Legare Street Press, 2022 (ISBN 978-1-01-777180-0)
  • (en) Alewander Wilson @ Wikisource
Diwar-benn Alexander Wilson
  • (en) Burtt Jr., Edward H. & Davis Jr., William E... Alexander Wilson – The Scot Who Founded American Ornithology. Cambridge : Belknap Press, 2013 (ISBN 978-0-674-07255-8)
  • (en) Cantwell, Robert. Alexander Wilson, Naturalist and Pioneer : A Biography. Philadelphia & New York : J. B. Lippincott Company, 1961
  • (en) Grosart, Alexander Balloc'h. The poems and literary prose of Alexander Wilson, the American ornithologist. Paisley : Alex. Garner, 1876 • Levrenn 1 : ProseLevrenn 2 : Poems
  • (en) Hunter, Clark. The Life and Letters of Alexander Wilson. Philadelphia : American Philosophical Society, 1983 (ISBN 978-0-87169-154-5)En-linenn. Kavet : 25/10/2023.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

kemmañ
  1. Hunter, op. cit., p. 111.. Kavet : 25/10/2023.
  2. Cantwell, op. cit., pp. 15-17.
  3. (en) 'Paisley – Alexandre Wilson'. Kavet : 25/10/2023.
  4. Hunter, op. cit., pp. 65-68.
  5. Hunter, op. cit.
  6. (en) 'Alexander Wilson’s Birds'. Kavet : 25/10/2023.