Alfonso Maria de' Liguori
Alfonso Maria de' Liguori (27 a viz Gwengolo 1696 e Naplez – 1 a viz Eost 1787 e Nocera dei Pagani) a oa un eskob katolik ha sonaozour italian. Sevel a reas an aozadur Kenvreuriezh an dasorc'her santel-kenañ ha skrivañ levrioù relijiel ha kanennoù. E 1816 e voe anvet da wenvidig hag e 1839 da sant.
Unan eus e oberennoù zo bet lakaet e brezhoneg gant Guillaume Le Lez : Faeçon da garet Jesus-Christ, dre ar gomportamant pe an oeuvrou, embannet e 1842. Gant Gab Milin e oA bet troet ivez : Penaos karet Jezus-Krist, embannet e 1900.