An Algarve zo ur rannvro hag ur broviñs kozh e kreisteiz Portugal. Klotañ a ra gant Distrig Faro, dezhi ur gorread a 5 412 km² ha 451 005 a annezidi hervez niveradeg 2011, da lavarout eo 4,27% eus poblañs Portugal. Faro eo ar gêr vrasañ. Gwechall e oa a bouez ar beskerezh hag al labour-douar, hiriv eo an touristerezh.

Setu pelec'h emañ an Algarve
Albufeira, en Algarve.

Gerdarzh

kemmañ

Dont a ra an anv Algarve eus an anv arabek الغرب (al-gharb, ar gornaoueg), da lavarout eo Gharb al-Ândalus (Kornaoueg Andalouzia), an anv a oa bet roet da Algarve hag Alentejo izelañ en amzer ar Vuzulmaned.

En XIIIvet kantved ne oa Gharb al-Ândalus nemet un tamm douar er c'hreisteiz da rouantelezh Portugal, ha Silves e gêr-benn. An anv al-Gharb, deuet da vout Algarve e portugaleg, ne voe roet ken nemet d'an diwezhañ tachenn dindan an Arabed.