Algirdas Brazauskas

Algirdas Mykolas Brazauskas (22 Gwengolo 1932 – 26 Mezheven 2010) a oa prezidant Lituania eus 1993 da 1998 ha kentañ ministr e vro eus 2001 da 2006.

Algirdas Brazauskas

E penn Strollad Komunour Lituania (Lietuvos Komunistų Partija) e oa pa oa Lituania en Unvaniezh Soviedel c'hoazh (1988–1989). Bez' e voe e penn ar Seimas, parlamant Lituania, eus miz Du 1992 betek miz C'hwevrer 1993, war-lerc'h Vytautas Landsbergis, ha dilennet e voe da brezidant goude, e 1993. Daoust ma seller outañ, alies, evel ur politiker breinet gant an arc'hant, e voe anvet da gentañ ministr eus miz Gouere 2001 betek miz Mezheven 2006.