Ar stêr Aliákmonas (Αλιάκμονας e gresianeg) zo ur stêr eus Gres, e rannvro Makedonia. Ar stêr hirañ eus Gres eo, gant 322 km hed.

Ar pont war al lenn Polyfytos, ul lenn savet e 1975 pa voe lakaet ur stankell war ar stêr Aliákmonas.

Redek a ra an Aliákmonas eus menezioù Pindos, war an harzoù gant Albania, betek pleg-mor Thessaloníkê, e Mor Egea.

Hervez Kaezar e oa ar stêr-se ar vevenn etre Thessalía ha Makedonia. Anv ar stêr, gant Gresianed an Henamzer, a oa Aλιάκμων (Haliákmōn) ; Αλιάκμονας (Aliákmonas) a lavarer e gresianeg modern ; evit slavegerien Makedonia ez eo Бистрица (Bistritsa) ; hag İnce Karasu e turkeg.