Allah's Kanañ

laz-kanañ
(Adkaset eus Allah's kanañ)
Allah's Kanañ
Bro orin Breizh
Doare(où) tonioù relijiel "a capella"
Bloavezhioù oberiant 2004-2014
Lec'hienn ofisiel allahskanan.free.fr
myspace

Allah's kanañ a oa ur strollad brezhonegerien yaouank etre 15 ha 30 bloaz hag a gane tonioù relijiel "a capella", en ur seniñ taboulinoù. E 2008 e oa bet embannet o fladenn gentañ : Douar Santel, ha warni e kaver kantikoù hengounel ha nevez eus Breizh ha tonioù nevez-savet, en o zouez tonioù afrikan hag aziatek lakaet e brezhoneg.

Savet e oa bet al laz-kanañ e-pad un droiad pirc'hirinañ en Douar Santel e miz Eost 2004. C’hoant o doe da c’hoari gant ar gerioù: “al laz-kana" / "Allah’s kanañ”. Kemeret a rejont perzh ivez e Kanomp Breizh, kevread al lazoù-kanañ e Breizh.

E miz Kerzu 2014 o doa kanet evit ar wech diwezhañ.

Pladennrolladur

kemmañ

Div bladenn a zo bet embannet gant Allah's Kanañ :

  • Douar Santel, e 2008
  1. Kan-bale an Aviel
  2. O pegen braz karantez
  3. Aotrou o Aotrou
  4. Ar rozera
  5. Da Vari
  6. N'am eus nag aour nag arc'hant
  7. Va c'halon
  8. Reketoù Maria
  9. Jetsemani
  10. War hent ar groaz
  11. Meskaj
  12. Deut va Doue
  13. Tridal a ra
  • Frouez Nevez, e 2010