Alphonse Guérin
Alphonse Marie Guérin a oa ur mezeg ha surjian vreizhat bet ganet e Ploermael d'an 9 a viz Eost 1816. Dilennet e voe da ezel Akadamiezh vroadel ar vezegiezh e 1868, ha da brezidant e 1884.
Da geñver Seziz Pariz (1870) en devoa ijinet ar vandenn-ouet da virout ouzh bakteri an aer a dizhout goulioù ar re c'hloazet. Unan eus a re gentañ o lakaat war wel roll ar mikrob eo bet o voulc'hañ a hent a vo kemeret gant Pasteur goude.
E-touez e skridoù pouezusañ e kaver un Traité de chirurgie opératoire hag un Traité des maladies des organes génitaux externes de la femme
Aet e oa da Anaon e Pariz d'an 21 a viz C'hwevrer 1895.
Pennospital Bro Ploermael a zoug e anv.
Roet eo bet e anv d'ur ru e Roazhon.