Louis Pasteur
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Louis Pasteur, bet ganet d'ar 27 a viz Kerzu 1822 e Dole, Jura (Bro-C'hall) ha marvet d'an 28 a viz Gwengolo 1895 e Marnes-la-Coquette (Hauts-de-Seine) (Bro-C'hall), a oa ur skiantour gall, kimiour ha fizikour diouzh e stummadur kentañ. Gantañ e voe savet diazezoù ar vikrobevoniezh-vezeg. Brudet eo dre m'en devoa krouet ar vaksin a-enep droug-sant-Weltaz.
Buhez
kemmañE Arbois, er Jura, en deus tremenet Louis Pasteur e vugaleaj en un tiegezh paour a-walc'h – kivijer e oa e dad. Pa oa bihan e plije dezhañ tresañ ha pesketa, ne oa ket troet war ar studi betek an eil derez, pa grogas da heuliañ kentelioù war ar skiantoù. E skol hag e skolaj ar gumun en deus tapet deskadurezh, kent tremen ur vachelouriezh war ar skiantoù matematik e Besançon ha mont da Bariz da studiañ en École Normale Supérieure.
E lise Dijon e labouras da gentañ (1848), hag e skol-veur Strasbourg prestik goude. Eno e reas anaoudegezh gant Marie Laurent, merc'h d'ar rektor ; eurediñ a rejont e miz Mae 1849. E Lille e oa bet Louis Pasteur o labourat e-pad ur pennad (adalek 1854), kent distreiñ da Bariz, lec'h ma voe rener skiantel an École Normale Supérieure (1857), kelenner kimiezh ha geologiezh e Skol an Arzoù-kaer (1863) ha kelenner kimiezh er Sorbonne (1867).
War dachenn ar gimiezh e reas e gavadennoù kentañ : studiañ a reas disimetriezh ar molekul hag arnodiñ a reas ur mod da virout pelloc'h dourennoù evel al laezh, ar gwin hag ar bier. Pasteurekadur a vez graet eus an nevezenti-se : evit mirout ouzh un danvez a drenkañ buan ez eo a-walc'h tommañ anezhañ (etre 60 ha 90°C) e-pad pemzek eilenn ha yenaat anezhañ diouzhtu goude, rak diefed e chom ar goioù da neuze.
Goude-se e studias ar goiñ hag ar breinañ, hag an hadennoù a oa kaoz dezho. Fellout a rae dezhañ lakaat anat perzhioù mat ar meteier dishadenn evit mirout ouzh ar c'hleñvedoù da redek. Brud a dapas gant al labourioù-se, ha gouarnamant Napoleon III a c'houlennas digantañ klask kompren perak e varve stank ar preñved-seiz a oa desavet er vro. Ur wech kavet penn an neudenn e reas war-dro un atant, ha diskouez e oa ar gwir gantañ : gant e erbedadennoù e voe pell izeloc'h ar feur mervel ha kalz brasoc'h an niver a breñved produet. War-lerc'h e studias kleñvedoù all hag a skoe al loened feurm, abalamour da sikour al labour-douar. Sevel a reas ur vaksin enep ar serk evit ar saout hag unan all enep ar c'holera evit ar yer. Da neuze e verzhas e oa barrek ar c'horfoù da herzel ouzh ur c'hleñved pa veze ensilet enno bakteriennoù dinoaz eus ar c'hleñved-se. E-giz-se en deus roet lañs Louis Pasteur d'an immunologiezh, ur skiant nevez hag a oa bet damgomprenet kentoc'h gant ar skiantour saoz Edward Jenner.
Pemp bugel o deus bet Louis ha Marie Pasteur ; hogen tri anezho a voe falc'het e-pad o bugaleaj gant an tifuz. An dra-se a vroudas ar skiantour da gavout an tu da bareañ kleñvedoù ar vugale. Studiañ a reas ar bakteriennoù, hag eñ da zispartiañ ar streptokok, ar stafilokok hag ar pneumokok. A-benn ar fin e lakaas en e soñj tretañ droug-ar-chas, ur c'hleñved chomet dibare betek-henn, pa ne ouied doare petra a oa kaoz dezhañ. Ar memes hentenn a implijas Pasteur adarre : an immunologiezh, gant lapined ha chas da gentañ, kent amprouiñ ur vaksin gant ur paotrig 9 bloaz, Joseph Meister e anv. Yac'h e chomas ar bugel, daoust ma oa bet kroget 14 gwech gant ur c'hi kounnaret. Ur pezh araokadenn e oa ar gavadenn-se, ha koulskoude e savas disfiz en estrenvro er penn-kentañ. Rusia hag ar Rouantelezh-Unanet eo ar broioù kentañ o deus lakaet implij ar vaksin-se war-lerc'h Frañs. A-benn ar fin e voe priziet labour Pasteur er bed-holl. Ez-vev e resevas diplomoù, titloù ha prizioù digant meur a vro evel Brazil, Turkia, Alamagn... E Frañs e tapas al Lejion a Enor hag ur plas en Akademiezh ar vezegiezh. Un ensavadur a voe savet gant Louis Pasteur e 1888 – an Institut Pasteur – abalamour da skignañ efedoù e gavadenn ha da gas pelloc'h an enklask war ar vaksinoù.
E dibenn miz Gwengolo 1895 ez eas Louis Pasteur da Anaon. Daoust ma voe enoret gant obidoù broadel ne voe ket interet er Panteon : goulenn a reas e wreg Marie ma vije toullet ur c'hev dindan ti Ensavadur Pasteur (mirdi Pasteur hiziv an deiz), ha beziet he gwaz ennañ.