Amédé Ardoin (1898-1942) a oa un akordeoñser louizianat er Stadoù Unanet. Gwelet eo evel krouer an doare zydeco. Gantañ e sone ar violoñser Dennis McGee. En Kerzu 1929 e voe sonenrollet ganto c'hwec'h kanaouenn c'hallek en Orleañs Nevez. Ur morian e oa (The First Black Zydeco Recording Artist hervez a lenner war e bladennoù). Mab-kuñv e oa d'ur sklav.

Amédé Ardoin

Pa varvas, e 1941 pe 1942, da 44 bloaz, met n'ouzer ket pegoulz resis, na pelec'h, e voe lakaet e toull ar re baour. Mervel yaouank a reas eta, diwar ur gwallzarvoud hervez lod, diwar an naplez hervez lod all, komzet e voe ivez eus ul lazhadenn abalamour da liv e groc'hen, pe d'ur soner gwarizius.

Hiriv e larer e varvas en ospital Pineville en Alexandrie, d'ar 4 a viz Du 1941, diwar ur c'hleñved ha ne bareed ket en amzer-se.

E bladennoù

kemmañ
  • Amadé Ardoin – Louisiana Cajun Music Vol. 6 : Amadé Ardoin - The First Black Zydeco Recording Artist (1928-1938) (OT-124 Old Timey Records, 1983)
  • Pioneers of Cajun Accordion 1926-1936 (LPOT128 Old Timey / Arhoolie, 1989)
  • I'm Never Comin Back: Roots of Zydeco (ARH7007 Arhoolie, 1995)
  • Amede Ardoin - Mama, I'll Be Long Gone: The Complete Recordings of Amede Ardoin 1929-1934 (TSQ2554 Tompkins Square Records, 2011)