Amalie Sophie von Wallmoden

Amalie Sophie Marianne von Wallmoden (1añ a viz Ebrel 1704 - 19 pe 20 a viz Here 1765), a oa ur briñsez alaman, serc'h da Georg August (1683 -1760), dug Braunschweig-Lüneburg, ha roue Bro-Saoz evel George II.

Amalie Sophie von Wallmoden, poltredet gant James Bowles e 1750
Amalie Sophie von Wallmoden


He buhez

kemmañ

Ganet e oa Amalie Sophie Marianne von Wendt d'ar 1añ a viz Ebrel 1704. Merc'h e oa d'ar jeneral Johann Franz Dietrich von Wendt, eus Hannover, ha da Friderike Charlotte von Wendt (ganet Von dem Busche). Nizez e oa da Melusine von der Schulenburg, Dugez Kendal, a oa serc'h da George Iañ, priñs dilenner Hannover ha roue Bro-Saoz.

E 1727, da 23 bloaz, e timezas da Gottlieb Adam von Wallmoden, hag ur mab o doe, Franz Ernst von Wallmoden. Hervez testenioù e oa un duardez, daoulagad du dezhi, neuziet brav, mentet krenn, plijus he doare. George II a voe sachet daveti e 1735 pa deuas da ober un dro da Hannover, m'edo-hi o chom gant he fried. E 1736 he doe ur mab, Johann Ludwig, Reichsgraf von Wallmoden-Gimborn, a oa, hervez ar vrud, ur bastard d'ar roue.

A-benn 1738 e rae George II beajoù niverus a-walc'h da Hannover da welout Amalie ken e skrivas Samuel Johnson flemmadennoù en e varzhoneg "London". [1] Pa varvas gwreg ar roue, Caroline von Brandenburg-Ansbach, e miz Du 1737, e paouezas ar roue gant e veajoù da Hannover, goude lakaat Amalie da zont da Vro-Saoz, met ne baouezas ket Johnson gant e flemmadennoù evit kelo-se. E 1739 e skrivas :

"his tortured sons shall die before his face / While he lies melting in a lewd embrace".

E 1739 e voe torret dimeziñ Amalie von Wallmoden hag he fried. E 1740 e voe roet ar vroadelezh vreizhveurat dezhi, hag anvet e voe da gontez Yarmouth, gant-se e voe an diwezhañ serc'h roueel enoret en doare-se.

Mervel a reas ar roue e miz Du 1760, ha distreiñ a reas Amalie da Hannover ma varvas e miz Here 1765.

Notennoù

kemmañ
  1. Samuel Johnson (1709–84) London: A Poem in Imitation of the Third Satire of Juvenal (1738). Cardiff University. Kavet : 2008-10-28. “Scarce can our fields, such crowds at Tyburn die, / With hemp the gallows and the fleet supply. / Propose your schemes, ye senatorian band! / Whose ways and means support the sinking land, / Lest ropes be wanting in the tempting spring / To rig another convoy for the king.”