Amanenn, pe amann, a vez graet dre zornañ dienn pe koaven, gant ur vazh pe ul loc'h, ken ne chom nemet an druzoni ken, gant ur bannac'h dour bihan ennañ, hag e teu er-maez al laezh-ribod.

Ur tamm amanenn
La Motte de beurre gant Antoine Vollon (1833-1900).
Floris van Schooten

Implijet stank e vez an amanenn e meur a vro gant dienn laezh ar buoc'henned peurvuiañ, met kavout a reer amanenn graet gant laezh loened all ivez, bualed, kañvaled, yaked. Liv melen pe wenn zo war an amanenn hervez ar seurt geot a zo bet debret gant an daskirierien-se ha hervez mare ar bloaz, dre an abeg da stad ar geot.
En darn vrasañ eus Breizh e vez distaget amann (pouez-mouezh war an eil "a"), e Bro-Wened avat ha tro-war-dro e klever amonen pe amanen (hañvalik ouzh ymenyn e kembraeg).

Farderezh an amanenn

kemmañ

Ijinet eo bet ar ribod a-gozh, un ardivink simpl a-walc'h evit gellout dornañ an dienn a zo bet lakaet un tammig da ziazezañ. Ar ribod a zo ul lestr kloz gant un toull evit plantañ ur vazh hir a vez bountet-divountet e-barzh ken e vez dornet an dienn a frapadoù berr. En Europa, meur a ribot hengounel a oa graet pe e priaj pe en doare an tonelloù.
Pa vez echuet gant an dornañ e vez lakaet a-gostez al laezh ribot ha gwalc'het e vez gant dour an druz a chom betek na vo mui a laezh ribot enni.
En XXvet kantved ez eus bet ijinet ardivinkoù bras-tre ma vez lakaet miliadoù a litradoù dienn da vezañ mezellet ha pa ya er-maez an amanenn dindan gwask hag e vez graet kanolioù-amanenn eus ar ribodoù greantel ivez.

Implij an amanenn

kemmañ

Er sevenadurioù ar maezioù eo an amanenn ur vammenn druzoni a-bouez pa vez implij er geginerezh evit fritañ ar boued pe evit reiñ ur blaz plijusoc'h pe evit fardañ gwastelloù. Koulskoude ne c'hell ket ar gouerien baour mirout kalz amanenn evit e implijout pa glaskont peurvuiañ e werzhañ evit tennañ moneiz dioutañ. Gwechall e veze ouzhpennet holen evit mirout an amanenn pelloc'h. Boaz ober gant amanenn sall a vez kavet e meur a vro, Breizh en o zouez. E Breizh gwechall e veze gwerzhet an amanenn er foarioù.
Pezhioù bras amanenn a vez graet pileradoù pe bolotennoù anezho.

Levrlennadur

kemmañ

Sellet ivez

kemmañ