Digeriñ al lañser pennañ

Amelia ar Rouantelezh-Unanet

Amelia ar Rouantelezh-Unanet ha Hannover.

Amelia ar Rouantelezh-Unanet (1783–1810), a oa ur briñsez saoz, merc'h da George III, Roue ar Rouantelezh-Unanet, ha da Charlotte von Mecklenburg-Strelitz, ar yaouankañ eus o femzek bugel.

Da 15 vloaz e tapas an droug-skevent.
E 1803 ec'h orgedas Amelia ouzh Sir Charles FitzRoy, ur skoedour ugent vloaz koshoc'h, mab da Charles FitzRoy, baron Southampton. Pa glevas ar rouanez ne lavaras ger, rag-aon ne deuje ar roue da gaout ur barrad follentez, evel alies. N'halle ket Amelia dimeziñ gantañ n'eus forzh penaos abalamour d'al lezenn anvet Royal Marriages Act.

Mervel a reas da 27 vloaz, dizimez ha divugel.