Amergin mac Eccit a oa ur barzh hag ur brezeler e lez Conchobar mac Nessa e kelc'hiad Ulaid a wengelouriezh Iwerzhon. E dad e oa ar gov Eccet Salach, ha kreskiñ a reas betek e bevarzek vloaz hep komz nag en em walc'hiñ. Un deiz e tivizas Athirne, penn-barzh Ulaid, kas e floc'h da urzhiañ ur vouc'hal da Eccet. Ar floc'h a voe sebezet gant ar barzhoneg heson ha kevrinus gant mab ar gov, Amergin. Ha mont a reas kuit da adkavout e vestr ha displegañ petra a oa bet klevet gantañ.

Athirne a yeas da lazhañ Amergin, hogen Eccet a c'hallas saveteiñ e vab en ur lakaat un adskouer anezhañ en e lec'h. Athirne a gemeras e vouc'hal ha reiñ un taol ouzh penn an adskouer a-raok tec'hel en ur soñjal bout lazhet Amergin. Evel digoll eus e dorfed e treuzkasas e arz a varzhoniezh da Amergin ken mat ma kemeras hennezh e lec'h goude e varv evel penn barzh Ulaid.