Amzerioù (merc'hed)

An amzerioù pe mizioù eo ar skarzhadeg reoliek a wad ha danvezioù-korf a c'hoarvez gant ar merc'hed pa vez distrujet an neizh, savet en uterus bep miz kenkaz e vije speret, ma n'eo ket hiliet. Skarzhet eo ar gwad dre ar forzh. C'hoarvezout a ra evit ar wezh kentañ tro-dro da 12-15 vloaz met abretoc'h e c'hell bezañ. Eus an amzerioù kentañ e reer menarche. C'hoarvezout a ra peurvuiañ bep 28 deiz ; seul yaouankoc'h ma vezer, seul verroc'h e vez ar prantad-se. Ehanañ a ra ar c'horf da deurel amzerioù pa c'hoarvez ar paouez-mizioù, tro-dro da 50 vloaz. Kalzig eus ar merc'hed a sant azonoù bras pe vrasoc'h, betek santout poan vras a-wezhioù (8% eus ar merc'hed).