An Anduilhenn
Son an anduilhenn zo ur son vrezhonek kanet war meur a don.
Dastumet eo bet gant meur a zen abaoe ar wech kentañ, war-dro 1870, gant Narsis Kelien e Pleiben.
Embannet eo bet e peurunvan el levrig Gwir Vretoned e 1964.
Ar son
kemmañ1
An Aotrou person 'n eus c'hoantaet
un anduilhenn bet er moged.
Hop, hop, hop, n'eo ket gwir an dra-se !
O, eo da! gwir a-walc'h e oa !
2
Kaset ar vatezh prontamant
da c'houlenn anduilh 'vit argant
3
Pa oa poazhet ha poazhet mat
e voe degaset war ur plad
4
Pa voe rannet dre an hanter
ne bade den gant ar c'hwezh flaer
5
Pa oa deuet Pask en amzer vat
Annaig Rouz da gofesaat.
6
C'hwi n'o po ket an absolvenn
Abalamour d'hoc'h anduilhenn.
7
Aotrou person, c'hwi a soñj deoc'h
Din-me koust arc'hant ma femoc'h.
Kan ha kanerien
kemmañKanet e vez er festoù-noz evel tamm-kreiz.
Levrlennadur
kemmañ- Gwir Vretoned, stagadenn da Skol niverenn 27, kerzu 1964.