Gwir Vretoned (levrig)

Gwir Vretoned zo un dastumad kanaouennoù bet embannet gant ar gelaouenn Skol, renet gant Armañs ar C'halvez, e 1964 (niverenn 27, miz Kerzu), hag ennañ komzoù 74 kanaouenn. Darn anezho zo sonioù kozh, re all sonioù troet diwar yezhoù all, gant Kerlann pe Roparz Hemon. Ar sonerezh a oa bet embannet war ul levrig distag.

Ar c'hanaouennoù kemmañ

Setu amañ o anvioù evel m'o lenner e taolenn ar c'hanaouennoù, er bajenn 1.

  1. Bro Gozh Va Zadoù, savet gant Taldir diwar Hen Wlad fy Nhadau, kan broadel Kembre
  2. Kan-Bale Arzhur, diwar Barzhaz Breizh
  3. Kan-Bale Nevenoe, gant Glenmor
  4. An Alarc'h, diwar Barzhaz Breizh
  5. Gwir Vretoned, savet gant Potr Treoure war don Seziz Gwengamp, e Barzhaz Breizh
  6. Dalc'h Soñj, savet gant Taldir war un ton iwerzhonat
  7. An Hunvreoù kaer, savet gant Roparz Hemon war un tonskosat
  8. Bale Juluan Kadoudal, a vefe bet savet er vac'h gant ar chouan Juluan Kadoudal, breur da Jorj Kadoudal, a-raok ma voe lazhet gant an archerien republikan
  9. Bannieloù Lambaol, dastumet gant H. Gwilherm
  10. Kendalc'homp, savet gant Paolig Monjarret
  11. Ar Galv, savet gant Kerlann
  12. Nouel Ploueg-ar-Mor, kanet e 1953 gant Janed Kolin,
  13. Nozvezh Sioul, Nozvezh Kaer, savet gant Roparz Hemon war un ton alaman brudet
  14. E-kreiz an noz, savet gant Roparz Hemon
  15. Ar C'hraou Nedeleg, savet gant Roparz Hemon
  16. Kleier Nedeleg, savet gant Roparz Hemon
  17. Marijanig Lagadbran, savet gant Potr Treoure war un ton kozh,
  18. Kotokotogog, dastumet gant Potr Treoure
  19. Yannig an Difouper Neizhioù, dastumet gant Potr Treoure
  20. Va c'hi ha va c'hazh, ton gant A. Boucher, son gant G. Mevel, tennet eus Feiz ha Breiz
  21. Son ar Yar
  22. Toutouig
  23. Kaourantinig ha Marivonig, kanaouenn a gornad Pondivi, kempennet gant Potr Treoure
  24. Ar C'hazh Rous, tennet eus Soniou Breiz Izel (levrenn 1), dastumet gant Fañch an Uhel,
  25. Glav 'ra, Berjerenn, savet gant Roparz Hemon war un ton gall
  26. Breurig Jakez, savet gant Roparz Hemon war un ton gall
  27. Malbroug a ya d'ar brezel, savet gant Roparz Hemon war un ton gall
  28. Mont a raimp d'ar chase, savet gant Roparz Hemon war un ton skosat
  29. Kleierigoù, savet gant Roparz Hemon war un ton stadunanat
  30. An Tabouliner bihan, savet gant Roparz Hemon war un ton alaman
  31. Mammig ar c'hizhier, savet gant Roparz Hemon
  32. Me 'm eus ur c'hazhig
  33. Loeizaig ha Perig
  34. Pierig ha Frañsoezig
  35. Son Helena
  36. Ar Goulenn Eured
  37. Ar vatezh Vihan
  38. An Durzhunell, dastumet gant Potr Treoure
  39. War Bont an Naoned
  40. Me a savo un dourell, gant Maodez Glanndour, war un ton eus Bro-Gwened
  41. An teir seizenn, dastumet gant Loeiz Herrieu
  42. Tuchant ec'h erruo an hañv, dastumet gant Loeiz Herrieu
  43. Setu achu ar goañv, gant Yann Derrien,
  44. Luskellerezh, savet gant Roparz Hemon diwar ar ganaouenn alamanek Guten Abend, gant Johannes Brahms
  45. Ar goañv zo tremenet, savet gant Roparz Hemon diwar ar ganaouenn alamanek Der Winter ist vergangen
  46. Jani, savet gant Roparz Hemon diwar ar ganaouenn saoznek I dream of Jeanie, gant ar Stadunanad Stephen C. Foster
  47. Yannig ar mil micher, gant Filomena Kadored
  48. Ar C'hi en Dienn, dastumet gant H. Gwilherm
  49. Son ar c'hafe, savet Evnig Penn-ar-C'hoad
  50. Soubenn ar yar
  51. Sonig ar c'havr
  52. An Anduilhenn, dastumet gant Narsis Kelien e Pleiben e 1870
  53. Son ar pilhaouer, savet gant an Aotrou Bodeur, person e Lokeored war-dro 1870, dastumet gant Narsis Kelien ,
  54. Me 'gar Filo, savet gant Roparz Hemon diwar ar ganaouenn stadunanat So early in the morning
  55. Julig ar Ververo
  56. An hader, dastumet gant Bourgault-Ducoudray
  57. Ar miliner drant, savet gant Roparz Hemon war un ton saoz
  58. Kan an dud a vor, ton gant H. Gwilherm, komzoù gant K. Mevel
  59. Me zo ganet e-kreiz ar mor, ton gant Jef ar Penven diwar barzhoneg Yann-Bêr Kalloc'h
  60. Paotr ar Yeoded, gant Yann Derrien
  61. Luskell, va bag, gant Kerlann diwar The Skye Boat Song (Bro-Skos)
  62. Bageerien ar Volga, savet gant Roparz Hemon war un ton rusian, tennet eus Ar Bed Keltiek
  63. Mintin war ar mor, savet gant Roparz Hemon war un ton iwerzhonat, tennet eus Ar Bed Keltiek
  64. Sav, Breizh Izel
  65. E-barzh ar c'hoadoù glas, savet gant Roparz Hemon war un ton gall
  66. An nevez-amzer hag ar goañv, savet gant Roparz Hemon war un ton alaman
  67. Santa Lucia, savet gant Roparz Hemon war un ton italian
  68. An dluzhenn, savet gant Roparz Hemon war ton Die Forelle Franz Schubert
  69. Ar razh koad
  70. Va zi bihan, savet gant Potr Treoure war un ton kembreat
  71. Hirvoudoù
  72. O tregas fall, savet gant Roparz Hemon war un ton skosat
  73. Serr-noz
  74. Kenavo, savet gant Roparz Hemon war un ton skosat

Liammoù diavaez kemmañ