An Alarc'h (kanaouenn)
An Alarc'h a zo ur ganaouenn vrezhonek dastumet gant Kervarker hag embannet en e levr Barzaz Breiz.
Rann eus | Barzhaz Breizh |
---|---|
Titl | An Alarc'h |
Seurt oberenn | kanaouenn |
Tachenn | kanaouenn brezhon |
Dezerc’her | Alan Stivell, Tri Yann, Gilles Servat |
Bro orin | Frañs |
- Evit implijoù all, gwelet An Alarc'h.
Istor
kemmañKaoz zo enni eus distro an dug Yann IV ("an aotrou Yann"), evit adc'hounit Breizh. An dug-mañ a oa bet skarzhet un nebeud bloavezhioù en a-raok gant ar Vretoned. Met lakaet e oa dizalc'hidigezh an dugelezh en arvar muioc'h c'hoazh heptañ. An aotrouien vreizhat o doa kaset un dileuriadur evit ma tistrofe. Erruout a ra e Dinarzh d'an 3 a viz Eost 1379 evit adtapout ar galloud e Breizh. "An Alarc'h", er ganaouenn, a wel an darvoud eus penn-uhelañ tour kastell Arvor.
Komzoù
kemmañUn alarc'h, un alarc'h tra mor (bis)
War lein tour moal kastell Arvor
Dinn, dinn, daoñ, d'an emgann, d'an emgann, o !
Dinn, dinn, daoñ, d'an emgann ez an
Neventi vad d'ar Vretoned
Ha mallozh ruz d'ar C'hallaoued
Dinn, dinn, daoñ, d'an emgann...
Erru ul lestr e pleg ar mor
E ouelioù gwenn gantañ digor
Degoue'et an Aotrou Yann en-dro
Digoue'et eo da ziwall e vro
D'hon diwall diouzh ar C'hallaoued
A vac'hom war ar Vretoned
Ken e laosker ur youc'hadenn
A ra d'an aod ur grenadenn
Ken e son ar menezioù Laz
Ha froen, ha trid ar gazeg c'hlas
Ken e kan laouen ar c'hleier
Kant lev tro-war-dro, e pep kêr
Deut eo an heol, deut eo an hañv
Deut eo en-dro an Aotrou Yann
An Aotrou Yann a zo paotr mat
Ken prim e droad hag e lagad
Laezh ur Vreizhadez a sunos
Ul laezh ken yac'h evel gwin kozh
Luc'h a daol e c'hoaf p'hen horell,
Ken e vrumenn an neb a sell
Pa c'hoari kreñv, ken kreñv e tarc'h
Ken e taouhanter den ha marc'h
Darc'h atav, dalc'h mat, aotrou dug,
Dav warnehe! ai-ta! bug-ho! bug!
Neb a drouc'h 'vel a douc'hez-te
N'en deus aotrou nemet Doue!
Dalc'homp, Bretoned, dalc'homp mat !
Arsav na truez ! gwad oc'h gwad !
Itron Varia Breizh, skoaz da vro!
Fest erbedenner, fest a vo!
Dare' ar foenn; piv a falc'ho?
Dare' an ed; piv a vedo?
Ar foenn, an ed, piv o fako?
Ar roue gav' gantañ 'raio
Dont a ray a-benn ur gaouad
Gant ur falc'h arc'hant da falc'hat
Gant ur falc'h arc'hant er bro-ni,
Ha gant ur falz aour da vediñ
Mar plije gant ar C'hallaoued
Daoust hag int mank ar Vretoned?
Mar plije gant 'n Aotrou roue
Daoust hag-eñ eo den pe Zoue?
Skrignañ 'ra bleizi Breizh-Izel
O klevet embann ar brezel
O klevet ar youc'h, e yudont
Gant c'hwezh ar C'hallaoued e reont
En heñchoù, e-berr a welour
O redek ar gwad evel dour
Ken yey ruz-glaou brusk an houidi
Hag ar wazi gwenn o neuiñ
Muioc'h a dammoù goaf, e sklent,
Eget skoultroù goude barr-went;
Ha muioc'h a bennoù-marv,
Eget e karnelioù ar vro
Paotred Bro-C'hall 'lec'h ma kouezhint
Betek deiz ar varn e c'hourve'int
Betek deiz ar varn hag ar fust,
Gant an Trubard a ren ar rustl
An diveradur eus ar gwez
'Ray dour benniget war e vez !
Ouzhpennadurioù
kemmañEn doare kanet gant Alan Stivell e kaver ouzhpennet ar c'houbled-mañ:
Enor, enor d'ar Gwenn-ha-Du,
Ha d'an dreitourien mallozh ruz.
Pladennrolladur
kemmañ- À l'Olympia, Alan Stivell (1972, Fontana, 6399 005)
- Je Ne Hurlerai Pas Avec Les Loups, Gilles Servat (1983, Kalondour, 814 362-1)
- Tri Yann an Naoned, Tri Yann (1972, Kelenn, 6332 626)
- Huchal, EV (1996, Déclic Communication, 8416 742)
- ...And Muscadet For All !, Son ar Dan (2019, emsavet)
Liamm diavaez
kemmañ- Son ha Ton, e lec'hienn Per Kentel.
- Komzoù ha skrid-sonerezh
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |