An Houlierez (Vermeer)

An Houlierez
Johannes Vermeer, e-tro 1656
eoullivadur war lien
50,48 × 46,04 cm
Gemäldegalerie
Dresden
Alamagn

An Houlierez, pe De koppelaarster e nederlandeg, zo un eoullivadur graet gant al livour izelvroat Jan Vermeer e 1656.

An daolenn

kemmañ

An houlierez eo ar vaouez gwisket e du he deus kinniget ur plac'h yaouank d'ar baotred. Soñjal a ra lod e c'hallfe Vermeer bezañ unan anezhe.

Sinadur

kemmañ

Sinet eo an daolenn er c'horn dehou, en traoñ (i v Meer. 1656). Dizoloet e voe ar sinadur gant Thoré-Bürger e 1859.

Perc'henned an daolenn

kemmañ

E 1741 e voe prenet gant Aogust III, priñs-dilenner Saks. Tapet e voe gant soudarded an Arme Ruz e fin an Eil Brezel-bed, hag adroet da Staatliche Kunstsammlungen, Gemäldegalerie Alte Meister (Dresden) e 1955.