An Tri Enorus hag ar Pemp Impalaer

Hervez an hengoun e vez graet an Tri Enorus hag ar pemp Impalaer (Sinaeg: 三皇五帝; Pinyin: sānhuáng wǔdì; Wade-Giles: san-huang wu-ti) eus renerien vojennel Sina e-pad ur marevezh zo padet mui pe vui etre -2850 ha -2205, betek deroù tierniezh Xia.

Istor Sina
Istor Sina
3 Enorus & 5 Impalaer
Tierniezh Xia
Tierniezh Shang
Zhou
Nevezamzer & Diskar-amzer Zhou ar Reter
Stadoù Brezelour
Tierniezh Qin
Han ar C'hornôg Han
Xin
Tierniezh Tang
(troc'het gant an eil Zhou)
Republik Sina (Taiwan)

An Tri Enorus kemmañ

An Tri Enorus, anavezet ivez dindan an anv a Tri Aotrou, a reer eus hanterzoueed pe rouaned doueel a implije o galloudoù dreisnatur evit gwellaat stad bevañ o fobl. Abalamour d’o vertuzioù uhel o deus bevet pell-tre ha renet o bro en un doare peoc’hus a-hed ur marevezh hir.

 
Nǚwā hag e vreur Fúxī

Lies eo doare an Tri Enorus e testennoù istorel disheñvel Sina. Hervez Marilhoù an Istorour Meur savet gant Sima Qian e oa anezho :

  • Roue an Neñv (天皇), bet o ren e-pad 18 000 bloaz
  • Roue an Douar (地皇), bet o ren a-hed 11 000 bloaz
  • Roue an Dud (泰皇 or 人皇), bet o ren a-hed 45 600 bloaz

Yundou shu (運斗樞) ha Yuanming bao (元命苞) a ziskuilh o anvioù:

Fuxi ha Nüwa zo priedoù doueel a greder bezañ bet en orin an denelezh goude taolioù dour-beuz spontus ha Shennong eo an doue bet ijinet gantañ al labour-douar ha bet ivez ar c’hentañ en eus bet implijet louzaouennoù evit pareañ an dud.

Er Shangshu dazhuan (尚書大傳) hag er Baihu tongyi (白虎通義) eo kemmet o anvioù evel-henn : erlechiet eo Nüwa gant Suiren (燧人), anezhañ ijinour an tan. En Diwang shiji (帝王世&#32000) e teu Nüwa da vezañ an Impalaer Melen (黄帝), a lakaer da vezañ hendad an holl Sinaiz.

Ar Pemp Impalaer kemmañ

Rouaned vojennel fur ha peurreizh o buhezegezh a oa eus ar Pemp Impalaer. Hervez Marilhoù an Istorour Meur e oa anezho:

Anavezet eo Yao ha Shun evel an Daou Impalaer ivez hag, a-gevret gant Yu (禹), bet diazezet gantañ tierniezh Xia, int bet lakaet da skouer diwezhatoc’h en Istor Sina gant ar goñfuzourien evit o doare da ren hag o buhezegezh direbech. Er Shangshu xu (尚書序) hag en Diwang shiji e lakaer ivez Shaohao (少昊) e-lec’h an Impalaer Melen.

E Kan Chu, e vez hevelebekaet ar Pemp Impalaer gant Doueed ar pemp roud (楚辭) :

  • Shaohao (reter)
  • Zhuanxu (norzh)
  • Impalaer Melen (kreiz)
  • Shennong (kornôg)
  • Fuxi (su)

E Levr al Lidoù (禮記) e vez lakaet par-ouzh-par ar Pemp Impalaer gant ar Pemp Lignez (五氏), anezho :

  • Youchao-shi (有巢氏)
  • Suiren-shi (燧人氏)
  • Fuxi (伏羲氏)
  • Nüwa (女媧氏)
  • Shennong (神農氏)

Qin Shi Huang (秦始皇) eo bet kentañ Impalaer istorel Sina. Gantañ e voe goveliet un termen nevez evit impalaer (huangdi 皇帝) en ur veskañ an titloù "an enorus" (huang 皇) gant "Roue-fur" (di 帝).

  中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.