An Tri femoc'h bihan

An Tri femoc'h bihan, pe An Tri borc'hell roz, zo anv ur gontadenn vrezhonek troet div wech diwar skrid saoznek Joseph Jacobs eus ar gontadenn hengounel The Three Little Pigs, bet embannet e 1890.

Renket eo dindan an niverenn 124 hervez doare Aarne-Thompson. Brudet eo bet an istor dre ar bed gant film Walt Disney (Three Little Pigs, 1933).

Istor kemmañ

The Three Little Pigs a gaver el levr The Nursery Rhymes of England, embannet e Londrez ha New York war-dro 1886, gant James Halliwell-Phillipps. Ur stumm all a voe embannet en English Fairy Tales, gant Joseph Jacobs d'an 19 a viz Mezheven 1890, ma'z eo meneget skrid Halliwell evel skrid orin.

Ar gontadenn orin kemmañ

Tri femoc'hig o deus savet pep a di : unan plouz, unan prenn hag unan brikennoù. Setu ur bleiz bras drouk o tont ; dre c'hwezhañ kreñv e tistruj an ti plouz, hag e tebr ar pemoc'h kentañ ; kreñvoc'h c'hoazh e c'hwezh hag e tiskar an ti prenn a-raok lonkañ an eil pemoc'h. Re solut eo an trede ti avat.
Kinnig a ra ar bleiz d'ar pemoc'hig mont gantañ da zastum irvin ; abred-tre e ya ar pemoc'hig, hag er gêr emañ a-raok donedigezh ar bleiz. Mont da zastum avaloù a ginnig ar bleiz neuze ; ken abred all e ya ar pemoc'hig, met abalamour m'en deus bet poan o pignat gant ar wezenn ez erru ar bleiz bras drouk. Stlepel un aval a ra ar pemoc'h, pell-pell diouzh ar bleiz, en ur c'houlenn digantañ kaout un tañva ; amzer d'ar bleiz mont davit an aval e tistro ar pemoc'hig d'ar gêr.
Antronoz e kinnig ar bleiz mont d'ar foar. Abred ez erru ar pemoc'h di hag e pren ur varazh ; pan erru ar bleiz e lamm ar pemoc'hig er varazh hag e tifaragoell enni betek ar gêr, o spontañ ar bleiz.
Pa gav ar bleiz ez eo gant ar pemoc'h e oa bet spontet e tiviz tremen dre siminal an ti evit mont ennañ ; kouezhañ a ra e-barzh ur chaodouronad soubenn verv, ha setu debret ar bleiz gant ar pemoc'h da goan.

E brezhoneg kemmañ

Daou skrid brezhonek zo bet embannet :

Notennoù kemmañ

  1. Menet e roll Kuzul ar Brezhoneg e 1978: [1]