An dervenn
Skrivet eo bet gant Mich Beyer, skrivagner ar “Pennoù-koltar”, evit Priz ar yaouankiz 2008.
Piv omp? Piv eo ar re a vev tro-dro deomp? Peseurt liamm hon eus, ni, ganto? Piv eo hor c’herent, ar re a gar ac’hanomp? Ur c’hlask en deus boulc’het Veig. N’en do fin ebet ken, betek kaout ur respont...
Ul levr a-vremañ evit un istor a-vremañ. Tro-dro deomp e vez tud dispartiet, familhoù adaozet, bugale o klask gwelet sklaer ha diluziañ kudenn o orin.
Diverradenn
kemmañE miz Mezheven, e Kemper emaomp. Istor daou grennard, Malo ha Veig eo. Bevañ a reont o-daou e-ti Maï ha Pêr abalamour ma 'z eo Veig emzivad hag en deus poan Malo da zaremprediñ mat e gerent.
Un deiz, e kav Veig e-barzh burev Pêr paperioù a-zivoud e dad gwirion. Neuze, ne c'hoantaas ken nemet mont da Bariz d'e glask. Ne oa ket Malo, e vreur, evit e leuskel da vont e-mod-se war un taol-penn. A-feur ma zielfennjent an titouroù-se e tizolojont ur skeudenn vihan n'o doa ket merzhet a-raok gant ur groaz euskarat warni. Neuze e kemmas-eñ ali hag e tivizas mont da Vro-Euskadi. Ha Veig ha kemer an tren, ur mintin-vezh, hep kalaouiñ nikun. Erruet eno, e Baiona, e kejas gant tud yaouank hag hegarat-tre a brofjont repu dezhañ en o ranndi. Daoust dezhañ da gaout nebeud a ditouroù diwar-benn e dad e oa kendrec'het e oa bev, en tu bennak e Bro-C'Hall. Gant ar mennozh-se eo, e krogas gant e enkask. Tamm-ha-tamm, ez ae e yalc'h war-skañvaat ma voe rediet, ur wech, laerezh en ur stal-spisoù. Tapet e voe war an taol ha goulennataet gant ar perc'henn, Jon. Displegañ a reas Veig e drubuilhoù dezhañ. Kerkent en doa kinniget goulenn gant e vreur, Julen, ur foueter-bro fri-furch a ouie an holl klakennajoù. An deiz war-lerc'h, ez ejont da welet breur Jon hag ez eas ar c'hevrin war-sklaeraat. Daoust da-se e voe rediet dezhañ distreiñ d'ar gêr. Koulskoude, e kendalc'has Julen gant e enklask hag-eñ mont d'ur manati ha da zeskiñ gant ar breur Arturo e oa marvet Mikel Haristegi, tad Veig, er bloavezh 1990 amañ e Baiona, dre ma oa klañv bras.
Un deiz a viz Gouere, e tivizas kerent Veig mont da Vaiona a-benn klozañ gant an afer-se ha prouiñ d'ar mab e oa marvet e dad en ur vont dirak e vez.