Priz ar Yaouankiz

(Adkaset eus Priz ar yaouankiz)

Priz ar Yaouankiz zo war un dro ur genstrivadeg hag ur priz lennegel brezhonek, savet e 2004 gant Fanny Chauffin ha Yann-Fañch Jacq, daou gelenner e Diwan.

Doare ar priz

kemmañ

Evel priz eo disheñvel diouzh ar prizioù lennegel all. Peurvuiañ e vez aozet prizioù evit oberennoù a zo bet embannet gant embannerien a bep seurt. Amañ e vez roet ar priz da oberennoù, hag a oa diembann er bloavezhioù kentañ, hag a vez embannet gant ar memes embanner, Keit Vimp Bev, atav.

Krouet eo bet diwar intrudu Fanny Chauffin, kelennerez e Diwan: dre ma kave diaes an diouer a levrioù brezhonek evit ar grennarded he doa klasket bodañ ur strollad-barn evit barnañ romantoù berr ha kavout un ti-embann dezho. Hervez a lenner e lec'hienn ar genstrivadeg e oa awenet gant ar Prix des Incorruptibles er skolioù gall.

Da gentañ e veze embannet oberennoù an danvez-loreidi er Genrouedad, evit ma c'hellje kement skolajiad brezhonek mouezhiañ da zibab ar romantig a garje gwelout loreet.
Bremañ e vez embannet al levrioù war baper gant Keit Vimp Bev da gentañ, a-raok kinnig anezho d'ar skolidi, ha pep a skouerenn eus pep romant o devez ar skolidi.

Doare ar genstrivadeg

kemmañ

Digor eo ar genstrivadeg da gement den a garfe kemer perzh, d'ar vugale evel d'ar re vras, d'ar skolajidi ha liseidi ivez.
Ret eo kas an dornskridoù, f.ea@laposte.net eo ar chomlec'h elektronek.

  • 12 000 sin zo ret evit Priz ar Vugale - un danevell savet diwar vuhez ur bugel a vremañ, er c'hentañ gour, gant kudennoù familh, skol, hag a c'hell bezañ fentus ivez.
  • Evit Priz ar Yaouankiz e vez ret kinnig ur skrid 40 000 sin evit ar re 6vet/5vet ha 50 000 sin evit ar re 4re/3(de).

Bep bloaz e vez loreet daou levr diwar vot bugale ar skolioù hag o deus kemeret perzh. Gounezet e vez 250 euro gant ar priz kentañ ha 150 euro gant an eil priz.

Nevezenti

Kemm zo bet e 2010 e dasparzh ar rummoù.
Er penn-kentañ e oa 6vet/5vet klas hag 4re/3de klas. Bremañ pa 'z eus daou rumm (6vet/5vet/4re klas ha 3de klas/Lise) ez eus daou briz kentañ ha daou eil briz.

Embanner

kemmañ

Gant Keit Vimp Bev e vez embannet al levrioù dibabet hag e ro dezhañ Kuzul-Departamant Penn-ar-Bed, Renerezh Yaouankiz ha sportoù, an DRAC un harp evit souten an embannerezh evit ar yaouankiz.
E 2007 eo bet astennet an oberiadenn da skolidi ar c'hlasoù brezhonek CE 1, CM 1, CM 2 (anvet e vez ar priz nevez-se Priz ar vugale).
Gant ar gevredigezh FEA e vez aozet ar priz.
Bep bloaz e vez lañset ar Prizioù-se e saloñs Karaez. E 2008/2009, 23 skol, 11 skolaj ha 2 lise o doa kemeret perzh : muioc'h eget 1000 skoliad en holl !

Ar prizioù bet roet

kemmañ
Rumm 6vet ha 5vet klas
Rumm 4re ha 3de klas
Rumm 6vet ha 5vet klas
Rumm 4re ha 3de klas
Rumm 6vet ha 5vet klas
  • Kentañ priz - Marianna Donnart ; Moran Dipode, Hudour an tour du
  • Eil priz - Mari Kemerc'h, Ur bannac'hig avel
  • Dremm ar vamm, gant Annaig Renault (levr all war ar renk)
Rumm 4re ha 3de klas
  • Kentañ priz - Jakez-Erwan Mouton, Katrina
  • Eil priz - Klervi Ily, Bed Alastaair
  • Poupenn, gant Tinna Frakys (levr all war ar renk)
Rumm 6vet ha 5vet klas
  • Kentañ priz - Youenn Brenn, Lomig Boulomig
  • Eil priz - Jakez-Erwan Mouton, Diougan Ketzalkoatl
  • Eil priz rampo - Maï-Ewen, Ur vleunienn war askell an avel
Rumm 4re ha 3de klas
  • Kentañ priz - Yann-Fañch Jacq, Mevelien an urzh : galv an Oy
  • Eil priz - Mich Beyer, An dervenn
  • Fulennoù war skubelennoù : Ar c'hrashoù, gant Yann Gerven (levr all war ar renk)
Rumm 6vet ha 5vet klas
  • Kentañ priz - Yann-Fañch Jacq, Troioù kaer va foltreder
  • Eil priz - Pierre-Emmanuel Marais, Emgannoù Duncan O'Hara
  • 3 fenn melegan, gant Maï-Ewen (levr all war ar renk)
Rumm 4re ha 3de klas
  • Kentañ priz - Uisant Crequer, Gwad ar Granared
  • Eil priz - Yann-Fañch Jacq, Diwallerien an dorioù
  • Fulennoù war skubelennoù : Ar grec'hmitouarn, gant Yann Gerven (levr all war ar renk)

Kemm zo bet lakaet en aozadur an daou rummad. Un tamm uheloc'h e vez live ar rummad diwezhañ ha dre-se e vez evit an 3 hag al lise. Ha neuze e teu ar rummad all da vezañ evit ar 6vet, ar 5vet hag ar 4

Rummad ar skolajoù (6vet, 5vet ha 4re klas)
  • Kentañ priz : Yann-Fañch Jacq, War sikour Eleonor
  • Eil priz : Pierre-Emmanuel Marais , Abati an aon
  • Jakez-Erwan Mouton, Ar c'hraken (levr all war ar renk)
Rummad al liseoù (3de klas ha lise)
- Un taol kaer, Mai-Ewen
- N'on ket, Kemo
- Mein Garten hatte Blumen, Milena Krebs
- Karo, gant Riwanon Kervella
  • Yann Gerven, Fulennoù war skubellennoù : Maen Rannou (levr all war ar renk)
Priz ar yaouankiz 6vet / 4re
  1. Pierre-Emmanuel Marais, Avalon
  2. Jakez-Erwan Mouton, Kornog pell
Priz ar yaouankiz 3de / Lise
  1. Herve Bellec, Tu pe du
  2. Mich Beyer, Azigoragazar
Priz ar Yaouankiz 6vet / 4re
  1. Anthony Renaudin, Iskisat breur bihan
  2. Erwan Billant, Dorn Dir
Priz ar Yaouankiz 3de / Lise
  1. Katell Chantreau ha Patricia Legrand Peoc'h, Balafenn houarn
  2. Moran Dipode, Mai Ewen, Riwanon Kervella, Milena Krebs, Kroaz hent

C'hwec'h levr zo bet war ar renk ar bloaz-mañ.

Evit ar rummad 6vet/5vet/4vet
Evit ar rummad 3de / Lise
Priz ar Yaouankiz 6vet / 5vet
  1. Ar bed nevez, Mael Poulossier, Gwenn Audic, Maiwen Le Verge
  2. Ur vaot en oabl, Paskal Hervio
Priz ar Yaouankiz 4re/ lise
  1. Mellfeta e Plougastell, Goulc'han Kervella
  2. No pasaran, Jakez-Erwan Mouton
Priz ar Yaouankiz 6vet / 5vet
  1. Mael Poulossier, Mael hag ar gorriganed
  2. Paskal Hervio, Haroz an deiz
  3. Serj Richard, Enora e Kernev Veur
Priz ar Yaouankiz 4{{re} }/ lise
  1. Jakez-Erwan Mouton, Stourm ha Karantez
  2. Malo Bouessel du Bourg, Daoulagad ar Werc'hez
  3. Yann-Fañch Jacq, Brezel an dour
Priz ar Yaouankiz 6vet / 5vet
  1. Gabriel Joubin / David ar Gall, Maelig hag ar vorlaeron
  2. Laurence Lavrand, Loeiza
  3. Herve Lossec, Jabadao Jobig
Priz ar Yaouankiz 4re / lise
  1. Ewen Jacq, Beaj Lakvern
  2. Jakez-Erwan Mouton, Ar Morgazh
  3. Clyde Dlugy-Belmont, Stourm e Mor Skos
Priz ar Yaouankiz 6vet / 5vet
  1. Annie Coz Nolwenn, Bim hag al laer
  2. Anthony Renaudin, Mignoniezh dic'hortoz
  3. Riwal Huon, Armel Le Sec'h, Ti e voledoù glas
Priz ar Yaouankiz 4re / lise
  1. Mai Ewen Mont kuit
  2. Goulc'han Kervella, Mojennoù ar vuhez hag ar marv
  3. Laurence Lavrand, Panelloù
Priz ar Yaouankiz 6vet / 5vet
  1. Paskal Hervio Pennogio
  2. Liseidi Lann er stêr, Teñzorioù
  3. Serj Richard, Rouanez ar pleg mor
Priz ar Yaouankiz 4re / lise
  1. Maiwen Morvan, Fake in China
  2. Gwenn a-du, Aet on
  3. Liseidi Lann er stêr ha Myriam Guillevic Rederien mor
Priz ar Yaouankiz 6vet / 5vet
  1. Yann-Fañch Jacq, Arismo
  2. Armel le Sec'h Nolwenn, Muntr ar priñs Melar
  3. Goulc'han Kervella, An tri c'hanfard
Priz ar Yaouankiz 4re / lise
  1. Jakez Erwan Mouton Loubianka
  2. Laurence Lavrand, Devezhioù glac'harus
  3. Yann-Fañch Jacq, Degemer
Priz ar Yaouankiz 6vet / 5vet
  1. Jean-Patern Ars, Pêrig a wel mat
  2. Paskal Hervio, Texüe, tasmant kastell Brest
  3. Laurence Lavrand, Kouignoù iskis
Priz ar Yaouankiz 4re / lise
  1. Gege Gwenn, Tamara
  2. Paol ar Meur, Dremm guzh Eskalibur
  3. Mai Ewen, Frond ar c'hafed fresk
Priz ar Yaouankiz 6vet / 5vet
  1. Henri Dorsel / Sarah Chédifer Goude marv DJ Mao
  2. RJ Kernoa Merc'hed ar roue Baco
  3. Loeiza an Duigou, 13 straed ar skav gwrac'h
Priz ar Yaouankiz 4re / lise
  1. Paol ar Meur Diskornet
  2. Jakez-Erwan Mouton Afer Faber
  3. Gege Gwenn E kambr ar stered
Priz ar Yaouankiz 6vet / 5vet
  1. Laurence Lavrand Koupaia
  2. Armel ar Sec'h War glask kouevr
  3. Loeiza an Duigou, Oremuz
Priz ar Yaouankiz 4re / lise
  1. Youenn Brenn Evel ur pont
  2. RJ Kernoa Lilah hag ar Golem
  3. Gege Gwenn Petra c'heller soñjal
Priz ar Yaouankiz 6vet / 5vet
  1. Paol ar Meur An tasmant fromet
  2. Loig Kampion Ar feunteun vurzhudus
  3. Paol ar Meur Sekred ar Menez Tan
Priz ar Yaouankiz 4re / lise
  1. Yann-Fañch Jaq Adkavout e roud
  2. Mai Ewen Gwenn, pemzek vloaz
  3. Clyde Dlugy-Belmont, Konstantinopolis

Prizioù lennegel all roet d'an oberennoù brezhonek

kemmañ

Pennad kar

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ