An huñvre er pavilhon ruz
romant
An huñvre er pavilhon ruz ( Sinaeg simplaet: 红楼梦; Sinaeg hengounel: 紅樓夢; pinyin: Hóng Lóu Mèng), anavezet ivez gant an anv Istor ar mean ( Sinaeg simplaet: 石头记; Sinaeg hengounel: 石頭記; pinyin: Shítóu jì)) pe c'hoazh Eñvorennoù ur Roc'h ( Sinaeg simplaet: 石头记; Sinaeg hengounel: 石頭記, pinyin: shítóu jì) skrivet gant Cao Xueqin a zo unan eus ar pevar roman meur klasel a vro Sina.
An oberenn a vefe bet skrivet e-kreiz an XVIIIvet kantved mare an Tierniezh Qing. An oberenn en devoa brud bras gant Mao Zedong a gave dezhañ e oa unan eus mammennoù pennañ al lorc'h sinaat.
An Unesco en deus lakaet war wel an oberenn An huñvre er pavilhon ruz dre e ouzhpennañ en Dastumadenn Oberennoù skeudennus an Unesco.
Tudennoù pennañ an oberenn
kemmañ- Jia Baoyu (Sinaeg simplaet: 贾宝玉; Sinaeg hengounel: 賈寶玉; pinyin: Jiǎ Bǎoyù, « Jia maen-jad strobinellus») galvet ivez gant al lesanv Breurig Jad. Tudenn pennañ an oberenn o vezañ ur paotrig etre 12 ha 13 bloaz, mab da Jia Zheng ha d'e wreg Maouez Wang. Hêr tostañ ez eo d'ar Palez en Enor d'ar Stad.
- Lin Daiyu (Sinaeg simplaet: 林黛玉; Sinaeg hengounel: pinyin: Lín Dàiyù, « Lin maen-jad teñval ») galvet ivez gant al lesanv C'hoarig Lin.
- Xue Baochai (Sinaeg simplaet: 薛寶釵; Sinaeg hengounel: 薛宝钗, pinyin: Xuē Bǎochāi, « Xue Spilhenn Blev Marvailhus ») galvet ivez gant al lesanv C'hoar bras joaiuz.
中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat. |