André Cayatte
André Cayatte, bet ganet Marcel Truc e Carcassona (Aude) d'an 3 a viz C'hwevrer 1909 hag aet da Anaon e Pariz IV d'ar 6 a viz C'hwevrer 1989, a oa ur filmaozour ha skriver senario gall. Un nebeud romantoù ha dastumadoù barzhonegoù a oa bet embannet gantañ ivez.
E vuhez berr-ha-berrAozañ
Tapet e aotreegezh war al Lizhiri hag e zoktolerezh war ar Gwir gantañ en devoa graet anaoudegezh André Cayatte gant bed ar sinema da-geñver ur prosez oc'h enebiñ un aktour ouzh ur produour.
Goude bezañ kenlabouret da skritur meur a film, Entrée des artistes (1938) gant Marc Allégret en o zouez, en devoa kroget gant e vicher da zont da vat o kas da benn azasadurioù La Fausse Maîtresse (gant Honoré de Balzac), Au bonheur des Dames (gant Émile Zola) ha Pierre et Jean (gant Guy de Maupassant). Gant Les Amants de Vérone (1948), en devoa skrivet ar senario anezhañ a-gevret gant Jacques Prévert, e oa bet sevenet e gentañ film personel gantañ en ur ziskouez splann e vailhoni. Ober a rae gant ar skeudennoù evit diskuliañ ar wirionez, ar pezh a glaskas ober war-bouez un deir-oberenn a-benn breutaat evit ur justis deneloc'h. Diskouezet en devoa e oa un ampart a skriver senario hag a leurenner gant al lodenn gentañ, Justice est faite, m'en devoa lakaet war wel entremar ur juri ; heuliet e oa bet gant an div lodenn all : Nous sommes tous des assassins ha Le Dossier noir. Lammet o devoa ar filmvarnourien war chouk Cayatte o rebech dezhañ e oa bet kemeret an tu kreñv war den ar sinema gant den ar Wir. Pledet en devoa gant danvezioù kizidik ha kenlabouret gant aktourien e barr o brud : Michèle Morgan ha Bourvil (Le Miroir à deux faces (1958)) pe c'hoazh Jacques Brel (Les Risques du métier (1967), ur film diwar-benn ar gwallvrudañ).
E filmoùAozañ
SinemaAozañ
Bloavezhioù 1940Aozañ
- 1941 : Monmartre-sur-Seine (senario),
- 1942 : La Fausse Maîtresse,
- 1943 : Au Bonheur des Dames,
- 1943 : Pierre et Jean,
- 1946 : Le Dernier Sou,
- 1946 : Sérénade aux nuages,
- 1946 : Roger la Honte,
- 1946 : La Revanche de Roger la Honte,
- 1947 : Le Chanteur inconnu,
- 1948 : Le Dessous des cartes,
- 1949 : Les Amants de Vérone,
- 1949 : Retour à la vie.
Bloavezhioù 1950Aozañ
- 1950 : Justice est faite,
- 1952 : Nous sommes tous des assassins,
- 1954 : Avant le déluge,
- 1955 : Le Dossier noir,
- 1957 : Œil pour œil,
- 1958 : Le Miroir à deux faces.
Bloavezhioù 1960Aozañ
- 1960 : Le Passage du Rhin,
- 1963 : Le Glaive et la Balance,
- 1964 : Jean-Marc ou la Vie conjugale, 1añ lodenn eus La Vie conjugale,
- 1964 : Françoise ou la Vie conjugale, 2l lodenn eus La Vie conjugale,
- 1965 : Piège pour Cendrillon,
- 1967 : Les Risques du métier,
- 1969 : Les Chemins de Katmandou.
Bloavezhioù 1970Aozañ
- 1971 : Mourir d'aimer,
- 1973 : Il n'y a pas de fumée sans feu,
- 1974 : Verdict,
- 1977 : À chacun son enfer,
- 1978 : La Raison d'État,
- 1978 : L'Amour en question.
SkinwelAozañ
- 1980 : La Faute,
- 1981 : Les Avocats du diable (telefilm),
- 1982 : Des yeux pour pleurer,
- 1983 : Retour à Cherchell.
GoproùAozañ
- 1950 : Leone d'Oro (Leon Aour e brezhoneg) ar gwellañ film hir e Mostra Internazionale d'Arte Cinematografica (Festival Etrebroadel Arz ar Film) e Venezia deroet da Justice est faite,
- 1951 : Arzh Aour (Goldener Bär en alamaneg) ar gwellañ film-drama hir en Internationalen Filmfestspiele Berlin (Berlinale) (Festival Etrebroadel ar Film eus Berlin) deroet da Justice est faite,
- 1952 : Priz Arbennik Juri Festival Cannes deroet da Nous sommes tous des assassins,
- 1954 : Priz Bras Etrebroadel Festival Cannes deroet da Avant le déluge,
- 1960 : Leone d'Oro (Leon Aour e brezhoneg) ar gwellañ film hir e Mostra Internazionale d'Arte Cinematografica (Festival Etrebroadel Arz ar Film) e Venezia deroet da Le Passage du Rhin,
- 1973 : Silberner Bär/Großer Preis der Jury (Arzh Arc'hant/Priz Bras ar Juri e brezhoneg) en Internationalen Filmfestspiele Berlin (Berlinale) (Festival Etrebroadel ar Film eus Berlin) deroet da Il n'y a pas de fumée sans feu.