Andrés Nin
Andres Nin Pérez (4 a viz C'hwevrer 1892 en El Vendrell - muntret d'an 20 a viz Even 1937 en Alcalá de Henares) a oa un dispac'hour spagnol hag unan eus krouerien POUM.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Spagn |
Anv e yezh-vamm an den | Andreu Nin i Pérez |
Anv ganedigezh | Andreu Nin i Pérez |
Anv-bihan | Andreu |
Anv-familh | Nin |
Eil anv tiegezh en anvioù spagnolek | Pérez |
Deiziad ganedigezh | 4 C'hwe 1892 |
Lec'h ganedigezh | El Vendrell |
Deiziad ar marv | 20 Mez 1937 |
Lec'h ar marv | Madrid |
Doare mervel | muntr |
Abeg ar marv | undetermined |
Bugel | Maria Antònia Simó i Andreu |
Yezhoù komzet pe skrivet | katalaneg, esperanteg, rusianeg, spagnoleg |
Micher | politiker, troer, skrivagner, sindikalour, Esperantist |
Karg | Minister of Justice and Law, Secretary General of the Confederación Nacional del Trabajo, general secretary |
Lec'h labour | Barcelona |
Strollad politikel | POUM, Communist Left of Spain, Communist Party of Spain, Partido Socialista Obrero Español, Republican Nationalist Federal Union |
Ezel eus | Confederación Nacional del Trabajo |
Ideologiezh politikel | Komunouriezh, Trotskiouriezh |
E vuhez
kemmañNin a voe ganet en ur familh paour (kere e oa e dad, ha peizantez e vamm). Mont a reas da chom e Barcelona ur pennadig a-raok ar Brezel bed kentañ. Skolaer e voe en ur skol lik e-pad ur frapadig, ha goude-se e stagas gant ar c'helaouiñ hag ar politikerezh.
A-bouez e voe 1917 en e vuhez. Gwall zesachet e voe gant an harz-labour hollek aozet e Spagn, an dispac'h e Rusia hag ar stourmoù etre pennoù embregerezhioù Barcelona hag ar sindikadoù, dreist-holl CNT. Ezel e voe eus PSOE e-pad ur pennadig, a-raok bezañ ezel eus CNT. Kemer a reas perzh en eil kendalc'h CNT e 1919, ha pouezañ a reas evit ma vefe ebarzhet CNT en Trede Etrevroadel. Lakaet e voe da sekretour broadel CNT, e-plas Evalio Boal hag a oa bet drouklazhet.
E 1921 e kemeras perzh en emvod meur kuzh CNT, ha dilennet e voe da gannad CNT evit trede kendalc'h an Trede Etrevroadel hag ivez da gannad e kendalc'h krouiñ an Etrevrodadel Sindikel Ruz. Bras e voe e berzh en daou aozadur-se. Ken abred hag e 1922 e voe dilezet an Trede Etrevroadel gant CNT.
Azalek 1921 edo o chom e Moskov, hag e-pad ur pennad e voe ezel eus skipailh Trotsky. Azalek 1926 e voe ezel eus an tu-kleiz renet gant Trotsky a-enep Stalin e diabarzh strollad komunour URSS. Rankout a reas kuitaat URSS e 1930.
Goude-se e tistroas da Spagn hag a-bouez e voe e berzh evit sevel un aozadur bolchevik ha leninour anvet ICE : Izquierda Communista de España (Tu-kleiz Komunour Spagnol) e miz Mae 1931. Stag ouzh Tu-Enep Etrevroadel an Tu-kleiz e oa, met bihan-tre e oa ivez strollad Nin. D'ar mare-se e savas diemglev etre Nin ha Trotsky, dreist-holl pa ginnigas Trotsky dezhañ kendeuziñ e strollad gant Yaouankizoù Sokialour PSOE, a-benn kaout muioc'h a dud a-du gantañ. A-benn ar fin ez eas an darempredoù etre Trotsky ha Nin da netra, hag eñ a zivizas kendeuziñ e strollad gant BOC (Bloque Obrero y Campesino), kaset gant Joaquín Maurín, a-benn sevel POUM e 1935.
Goude trec'h Talbenn ar bobl spagnol en dilennadegoù ha penn-kentañ Brezel Spagn e teuas Nin da vezañ kuzulier justis e Generalitat Katalonia. Goude ur pennad e voe lemet ar garg-se digantañ abalamour d'ar stalinourien (PCE, PSUC).
War washaat ez eas ar wask war an drotskourien. E miz Mae 1937 e voe emgannoù e Barcelona etre izili CNT ha re POUM a-enep ar stalinourien. Harzet e voe Nin gant ar polis politikel, diwar urzh Stalin. Kaset e voe Nin da València, ha goude-se da Vadrid, ma voe jahinet ha drouklazhet en Alcalá de Henares d'an 20 a viz Even 1937, diwar urzh ar jeneral Orlov, hag a sevenas un diviz bet kemeret gant Stalin, evel ma weler en dielloù eus KGB bet embannet gant José María Zabala en e levr En busca de Andreu Nin[1]. Pa varvas Nin e voe embannet gant ar stalinourien e oa bet dieubet Nin gant e vignoned eus Gestapo hag e oa "e Burgos, pe e Berlin".
Levrlennadur
kemmañ- Abel Paz : Barcelone 1936, un adolescent au cœur de la révolution espagnole, La Digitale, 2001
- Victo Alba : Histoire du POUM, Champ Libre, 1975
- Andreu Nin : Les mouvements d'émancipation nationale, Syros, 1975
Liamm diavaez
kemmañ- Diazezadur Andreu Nin ma kaver dielloù diwar-benn POUM hag Andreu Nin
Notennoù
kemmañ- ↑ da lavaret eo : War glask Andreu Nin