Ur yezh papouek eus skourr yezhoù papouek ar reter eo an anemeg (anem pe karaiai) komzet gant tro-dro da 500-600 den (1991) e Papoua Ginea-Nevez.

Komzet e vez an anemeg e pemp kêriadenn hepken war aod gwalarn enez Preden-Nevez, e Papoua Ginea-Nevez: Malasoŋo (ma vez komzet war un dro gant ar Bariai), Karaiai, Mosiliki, Pudêlîŋ, Atiatu (ma vez komzet war un dro gant al Lusi) ha Bolo (ma vez komzet war un dro gant ur rannyezh Aria). Komzet e vez ivez gant un niver bihan a dud, a orin Anem dreist-holl, e-barzh ar c'hêriadennoù tost. Div rannyezh pennañ zo. Akiblîk, zo rannyezh Bolo, a oa tost da vervel e 1982 o vezañ ma oa 35 bloaz an den yaouankañ a gomze anezhi. Komzet e vez ar rannyezh pennañ er c'hêriadennoù all meneget a-us.

Gwelet ivez

kemmañ