Angélica Palma y Román (Lima, Perou 1878 - Rosario, Arc'hantina, 1935) a oa ur skrivagnerez perouat.

He buhez

kemmañ

Merc'h e oa da Ricardo Palma ha Cristina Román Olivier. Skoliet e voe el lise (skol gentañ) renet gant Teresa Gonzáles de Fanning. Goude e kendalc'has gant he zad er Biblioteca Nacional.

Labour

kemmañ

Kenlabourat a reas gant meur a gelaouenn berouat: Prisma, El Comercio, Variedades, La Crónica betek 1919. Neuze ez eas da Spagn. Eno ec'h embannas Tradiciones Peruanas, bet savet gant he zad, Ricardo Palma, entre 1924 ha 1925. En 1931 e tistroas da Berou.

Pevar bloaz goude e veajas da Arc'hantina d'ober un droiad prezegennoù. Mervel a reas eno, e kêr Rosario .

Oberennoù

kemmañ
  • Vencida (1918)
  • Por senda propia (1921)
  • Coloniaje romántico (1923)
  • Tiempos de la Patria Vieja (1923)
  • Uno de tantos (1926)
  • Sombra alucinante (1939)
  • Contando cuentos, cuentos para niños (1930)

Skridbuhezioù

kemmañ
  • Fernán Caballero. La novelista novelable (1931)
  • Ricardo Palma (1933). Diwar-benn he zad.