Angélique des Mesliers

Angélique des Mesliers, pe Marguerite-Angelique des Melliers, ganet e 1775 ha lazhet d'an 22 a viz Genver 1794 e Laval (Bro-C'hall), a oa ur vaouez eus an noblañs c'hall.

Dispac'h gall

kemmañ

Merc'h henañ Charles-Sébastien des Melliers ha Jeanne Angélique Geffray e oa Angélique.

 
Emgann Le Mans taolenn gant Jean Sorieul, 1852

Goude emgann ar Mans, d'an 13 a viz Kerzu 1793, e oa kalz familhoù kollet dre straedoù kêr, pennfollet gant al lazhadegoù lies. Ar familhoù-se a oa bet o heuliañ al lu roueel ha katolik o kilañ. En o zouez e oa an Itron des Mesliers gant he div merc'h. Rannet e oa bet ar familh, ar vamm hag ar c'hoar a oa bet harzet gant soudarded republikan o chaseal ar re drec'het.

Saveteet e voe Angélique gant greunadennerien, roet da guzhat d'an adjudant-jeneral Savary. Krediñ a rae dezhi e oa marvet he mamm hag he c'hoar, goulenn a reas neuze bezañ fuzuilhet. Savary a guzhas anezhi e karr François Séverin Marceau, ma oa diwallet gant un ofiser a fiziañs.

Erruet e Laval e voe kuzhet e ti ur vaouez. Kelaouet eus an darvoudoù denelour-se Jean-Baptiste Kléber ha François Séverin Marceau a sav a-du gant saveteiñ ar familh. Kléber en doa bet skrivet en e eñvorennoù: "Jamais, dit-il, on ne vit de femme plus jolie et mieux faite, et, sous tous les rapports, plus intéressante : elle avait à peine dix-huit ans."

D'an 22 a viz ar frim (Du-Kerzu), Marceau a roas ul lizher d'ar plac'h hag a embanne:

Ar geodedourez Demeslier, genidik a Naoned, o vevañ e Montfaucon, departamant Maine-et-Loire, hag he deus disklêriet e oa bet rediet gant he mamm da heuliañ lu ar rebeled pa dremenjont al Liger, en em rentet eo deomp-ni ha dilaosket he deus lu ar rebeled; c'hoant he deus bremañ da vevañ evel ur geodedourez vat ha goulenn a ra evit he surentez an testeni-mañ. Disklêriañ a ran ez eo en em rentet em penn-lec'h a youl-vat, ar geodedourez anvet amañ a-us, d'an 22 a viz ar Frim bloavezh 2° ar rep. unvan ha disrannabl. Ar Jl Marceau[1].

Ar gilhotin

kemmañ

Goude ma vije loc'het al lu republikan, furchet eo Laval, an Itron des Mesliers ne c'hell ket tec'hout. Ne glask ket kuzhat nag he anv nag hini ar re o deus bet he dieubet. Ar vodad milourel reveulzier eus departamant ar Mayenne ne reas forzh eus ar skrid-testeni keodedourel Marceau. Ouzhpenn ar vaouez e voe tamallet ivez ar jeneraled o devoa he sikouret, ar pezh a vefe bet marvus evito. Euruzamant, Pierre Bourbotte, stanket nebeut devezhioù e Laval, a oa deuet a-benn da bakañ ha distrujañ an testenioù ma oa kaoz enno eus ar fedoù-se.

D'an 22 a viz Genver 1794, Angélique des Mesliers, barnet gant bodad milourel reveulzier departamant ar Mayenne a zo dibennet gant 8 den all.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. "La citoyenne Demeslier, natif de Nantes, demeurant ordinairement à Montfaucon, département de Maine-et-Loire, nous ayant déclaré que sa mère l'ayant forcée de la suivre avec l'armée des rebelles lors de leur passage de la Loire, elle se rend avec nous et abandonne l'armée des rebelles; qu'elle veut désormais vivre en bonne citoyenne et demande pour sa sûreté la présente attestation. Je déclare que la citoyenne ci-dessus nommée s'est rendue de bonne volonté à mon quartier général, le 22 frimaire l'an 2° de la rép. une et indivisible. Le Gl Marceau."