Angela Yvonne Davis, ganet d'ar 26 a viz Genver 1944, zo ur stourmerez politikel, prederourez, skrivagnerez ha kelennerez skol-veur stadunanat. Kelennerez eo e Skol-veur Kalifornia, e Santa Cruz. Marksourez, Davis zo bet ezel e-pad pell eus Strollad Komunour SUA (CPUSA) hag unan eus krouerien ar Committees of Correspondence for Democracy and Socialism (CCDS). Skrivet he deus un dek levr bennak diwar-benn ar c'hlasoù sokial, stourm ar maouezed, ar ouenn, hag an toulloù-bac'h stadunanat. E 1977-78 he doa resevet ar Priz Lenin evit ar Peoc'h. Kenlabouret he deus gant ar Black Panther Party.

Angela Davis e 2014

Davis zo bet lakaet hec'h anv en Time 100 evel unan eus tudennoù pouezusañ ar bloavezh 2020.

Angela Yvonne Davis, skritell enklask 1970. Klasket e oa bet war he lerc'h gant an FBI, evit muntr ha skrapadenn

Buhez personel kemmañ

Dimezet eo bet etre 1980 ha 1983 gant Hilton Braithwaite. E 1998, Davis he devoa embannet e oa lesbian er gelaouenn Out.