Black Panther Party
Ar Black Panther Party (Strollad ar Banterenn Zu), pe BPP, a veze graet anezhañ Black Panther Party for Self-Defense e penn kentañ, hag anavezet evel ar Black Panthers, a oa ur strollad politikel dispac'hel afroamerikan eus SUA, krouet en Oakland, e Kalifornia, e miz Here 1966 gant Huey P. Newton, Bobby Seale ha David Hilliard. Awenet e oant gant menozioù Malcolm X met tostoc'h e oant d'an tu-kleiz pellañ hag ar varksouriezh, ha ne oa ket dedennet ar strollad gant ar relijion.
En e varr edo ar Black Panther Party e 1970, 68 burev en devoa e kêr, ha milieroù a izili. Goustadik e oa kroget da vont da get memestra en dek bloavezh da-heul. Da gentañ e oa bet kroget pennoù bras ar strollad da vezañ louzet gant ar mediaioù brasniver, goude-se e oa aet da get, koulz lavarout, harp an dud. A-benn ar fin e oa en em gavet e unan ar strollad hep harp. Savet e oa bet cheu e-touez pennoù ar strollad, awenet dreist-holl gant an oberiadur polis COINTELPRO, aozet gant an FBI. Spurjet e oa bet izili ha lod all e oa bet dic'hoanaget. Da get ez eas ar strollad abalamour d'an disemglevioù diabarzh ha d'al labour graet gant ar FBI evit e zistrujañ o plantañ reuz ennañ a-drugarez da ditourerien ha poliserien e-touesk ar Black Panthers.
New Black Panther Party
kemmañKrouet eo bet e 1989 ur Black Panther Party nevez (New Black Panther Party), diwar Nation of Islam, dekvloaziadoù war-lerc'h e oa aet ar strollad kentañ da get. Neoazh e voe lavaret gant Black Panthers kozh n'en deus ar strollad-se netra da welout gant Black Panther Party orin. Oberiant e seblant bezañ ar strollad nevez en Europa. Stellio Capo Chichi, graet anezhañ Kemi Seba, eo da skouer e « vinistr galleger » e Frañs.