Angelika Speitel
Angelika Speitel (12 a viz C'hwevrer 1952 e Stuttgart) a zo un alamanez a voe ezel eus eil rummad Rote Armee Fraktion.
Buhez
kemmañSpeitel a labouras eve grefierez[1] e burev ar breutaer Klaus Croissant, asambles gant he gwaz Volker Speitel, hag a oa ezel eus RAF ivez. D'ar mare-se e kemeras perzh en aozañ ur sistem kelaouiñ a yae en-dro e-touez sponterien bac'het e pep lec'h en Alamagn[2] Volker a zibabas bevañ kuzhet azalek 1974, hag Angelika a reas heñvel goude bezañ bet tamallet bezañ kemeret perzh e muntr Jurgen Ponto e 1977.[3].
Ezel oberiant eus eil rummad RAF e teuas da vezañ. Kemer a reas perzh e tagañ meur a di-bank[1] ha soñjal a reer e kemeras perzh e skrapañ ha lazhañ Hanns-Martin Schleyer[4].
D'ar 24 a viz Gwengolo 1978 e voe paket gant ar boliserien pa oa o pleustriñ gant armoù-tan en ur c'hoad nepell diouzh Dortmund,[5]. Asambles ganti e oa Michael Knoll ha Werner Lotze. Ur fuzuilhadeg a voe, ma voe lazhet ur poliser anvet Hans-Wilhelm Hans, ha Speitel and Knoll a voe gloazet ha harzet. Dont a reas a-benn Lotze da vont kuit, ha Knoll a varvas diwar e c'hloazadennoù[6].
Bac'het ha dieubet
kemmañTamallet e voe da Speitel bezañ ur vuntrerez ha kondaonet e voe da chom en toull-bac'h he buhez-pad gant ul lez eus Düsseldorf[7] E-pad ma oa bac'het e klaskas en em grougañ ha troc'hañ hec'h arzorn met bev e chomas.[8] E 1989 e voe pardonet gant Richard von Weizsäcker, hag eñ prezidant Alamagn[9]. ha dieubet e voe e 1990. E Bergheim emañ o chom.
Notennoù
kemmañ- ↑ 1,0 ha1,1 https://web.archive.org/web/20120426140352/http://www.people.com/people/archive/article/0,,20069474,00.html
- ↑ https://web.archive.org/web/20081001000508/http://www.baader-meinhof.com/timeline/1974.html
- ↑ https://web.archive.org/web/20140802213856/http://www.germanguerilla.com/red-army-faction/raf_timeline.html
- ↑ http://www.globalsecurity.org/intell/library/policy/dod/part6_ct_analysis_course.htm
- ↑ https://web.archive.org/web/20121026040357/http://www.time.com/time/magazine/article/0,9171,919863-1,00.html
- ↑ https://web.archive.org/web/20131205050232/http://labourhistory.net/raf/chronology.php
- ↑ http://www.ajcarchives.org/ajc_data/files/1981_9_centraleurope.pdf
- ↑ http://www.elpais.com/articulo/internacional/ALEMANIA/terrorista/alemana/Angelika/Speitel/intenta/suicidarse/carcel/elpepiint/19801127elpepiint_8/Tes
- ↑ https://www.berlinonline.de/berliner-zeitung/archiv/.bin/dump.fcgi/2007/0123/tagesthema/0055/index.html