Angra do Heroísmo (distaget [ˈɐ̃ɡɾɐ du eɾuˈiʒmu] e portugaleg), pe Angra hepken, zo ur gêr hag ur gumun en enez Terceira en enezeg Azorez, ur rannvro emren eus Portugal. E 2011 e oa poblet gant 35 402 a dud[1] war ur gorread 23 900 km². El lodenn greisteiz eus Terceira emañ, p'emañ kumun Praia da Vitória en hanternoz. Unan eus kêrioù bras Azorez eo, gant Ponta Delgada en enez São Miguel ha Horta en enez Faial, hag unan eus kêrioù-penn an enezeg. E pep hini eus an teir c'hêr-benn e kaver ur skourr eus gouarnamat ar rannvro emren : en Angra emañ lez uhelañ Azorez. Eno ivez emañ sez eskob katolik an enezeg.

Angra do Heroísmo

Krouet e voe kêr Angra e dibenn ar XVvet kantved. En Angra e voe harluet ar skrivagner romantel portugalek Almeida Garrett e-pad Brezelioù Napoleon. Eno ivez e voe ar rouanez Maria II Portugal o vevañ etre 1830 ha 1833. Lakaet e oa bet Angra do Heroísmo war roll lec'hiennoù ar Glad bedel gant UNESCO e 1983.

Gevellerezh

kemmañ

Notennoù

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.