Anime (japaneg アニメ), diwar animēshon (アニメーション) eo anv hollek an tresadennoù-bevfilmoù ha stiradoù – a vez savet e Japan.
アニメーション Animēshon a vez lavaret gant filmaozerien Japan, diwar ar saozneg pe ar galleg animation, "blivadur". Japanim pe japanimation a lavarer ivez[1].

Wikipe-tan e doare un anime
Un dudenn en un anime

Manga eiga (film manga) a veze implijet da envel an tresadennoù-bev a zo diazezet war mangaoù. Ledanoc'h eo ster anime, a dalvez da envel ivez ar stiradoù hag ar filmoù blivet ha n'int ket diazezet war mangaoù.

Seurtoù anime

kemmañ

Meur a seurt anime a zo.

  • Ar stiradoù, a vez skignet er skinwel. War-dro 20 munutenn e pad pep pennad peurliesañ, an niver a bennadoù o vezañ kemm-digemm avat.
  • An Original Video Animation (OAV), a zo anime da vezañ gwerzhet e video. A-fet teknik ez int gwelloc'h evit ar stiradoù : muioc'h a amzer evit o sevel, budjedoù brasoc'h.
  • Ar filmoù, a vez diskouezet er salioù sinema, gant budjedoù brasoc'h c'hoazh.

Geriaoueg

kemmañ

Geriaoueg saoznek ar sinema a vez implijet ivez gant ar dud a sav anime.

  • Filler : pennad dibar, e diavaez ar manga orin.
  • Prequel : pennad produet goude ar rummad pennañ, met diwar-benn un istor kent.
  • Sequel : heuliad un istor kent.

Notennoù

kemmañ
  1. Martínez, D. Gender (1998), Shifting Boundaries and Global Cultures: The Worlds of Japanese Popular Culture, Cambridge University Press, ISBN 978-0-521-63128-0 (en)

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

kemmañ
  • Schodt, Frederik L. (1996), Dreamland Japan: Writings on Modern Manga, Stone Bridge Press, ISBN 978-1-880656-23-5 (en)
  • Schodt, Frederik L. (1997), Manga! Manga! - The World of Japanese Comics, Kodansha International, ISBN 978-0-87011-752-7 (en)
  • Levi, Antonia (1998), Samurai from Outer Space: Understanding Japanese Animation, Carus Publishing, ISBN 978-0-8126-9332-4 (en)
  • Poitras, Gilles (1998), Anime Companion - What's Japanese in Japanese animation ?, Stone Bridge Press, ISBN 1-880656-32-9 (en)
  • Drazen, Patrick (2002), Anime Explosion! - The What? Why? & Wow! of Japanese Animation, Stone Bridge Press, ISBN 978-1-880656-72-3 (en)
  • Cavallaro, Dani (2007), Anime Intersections - Tradition and Innovation in Theme and Technique, McFarland & Co, ISBN 978-0-7864-3234-9 (en)
  • Lent, John A. (2001), Animation in Asia and the Pacific, Indiana University Press, ISBN 978-0-253-34035-1 (en)
  日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける