Tresadennoù-bev
Tresadennoù-bev a reer eus filmoù graet diwar un heuliad tresadennoù ; disheñvel int diouzh ar blivadennoù, a c'hall bout graet diwar margodennoù, delwennoù pri pe doaz-merat, karton, hag all.
Istor
kemmañAn deroù
kemmañEn Henoadvezh ar maen dija e klaskas an dud tresañ fiñvadennoù war mogerioù ar c'hevioù, pa weler loened livet gant lies izili treset an eil re war ar re all, pep unan gant un emzalc'h disheñvel diouzh hini ar re all[1].
En XIXvet kantved e voe graet meur a daol-arnod a-benn blivañ skeudennoù :
- An tomatrop e 1824 gant ar Breizhveurad John Ayrton Paris. Ur skeudenn dreistlakaet ouzh unan all e oa.
- Ar zoetrop e 1834, gant ar Saoz William George Horner ; un doare a oa bet ijinet abretoc'h gant ar Sinaad Ting Huan war-dro ar bloavezh 180 GJK[2].
- Ar fenakistoskop e 1841, gant ar Belgiad Joseph Plateau.
- Ar folioskop e 1868 gant ar Saoz John Barnes Linnett, anvet kineograph gantañ.
- Ar praksinoskop e 1877 gant ar Gall Charles-Émile Reynaud ; par d'ar zoetrop e oa.
- Ar zoopraksiskop e 1879 gant ar Saoz Eadweard Muybridge.
- An elektrotakiskop e 1887 gant an Alaman Ottomar Anschütz.
- Ar mutoskop e 1894 gant an Amerikan Herman Casler.
-
Ur zoetrop (1834)
-
Valsenn en ur fenakistoskop
-
Ur folioskop (1886)
-
Ur praksinoskop (1879)
D'an 28 a viz Du 1892 e voe bannet an dresadenn-vev gentañ war ur skramm dirak arvesterien, e Mirdi Grévin e Pariz, gant Charles-Émile Reynaud hag e braksinoskop. Pauvre Pierrot eo hec'h anv ; pemp kant skeudenn livet war ur film trebarzhet a ya d'he sevel, ha war-dro 15 munutenn e pad[3]. Tremen 500 000 a dud o devoa he gwelet e 1900.
E 1906 e voe bannet an dresadenn-vev gentañ bet graet dre luc'hskeudenniñ tresadennoù : Humorous Phases of Funny Faces ("Pazennoù fentus eus dremmoù ebat"), gant an treser J. Stuart Blackton.
Gwelet a reer penn ur gwaz ha hini ur vaouez, treset gant kleiz war un daolenn zu : mousc'hoarzhin a reont, ha luc'hadennoù, kent koshaat ha dont divalav ; ar gwaz neuze a vann moged e segalenn war dremm ar vaouez, ha dorn an treser a ziverk an div dudenn ; goude-se, ur furlukin a laka ur c'hi da lammat dre ur c'helc'h.
Teir munutenn hepken e pad Humorous Phases of Funny Faces, hogen an dresadenn-vev gentañ eo hervez lod istorourien ar sinema.
An darn vrasañ anezho avat a laka Fantasmagorie, gant ar Gall Émile Cohl e 1908, da gentañ film tresadennoù-bev en Istor : pa oa oberenn J. S. Blackton un heuliad tresadennoù luc'hskeudennet ez eo Fantasmagories savet diwar 700 tresadenn filmet div wech. Ur vunutenn ha 40 eilenn eo padelezh ar fim, evit diskouez 1400 tresadenn. Kendelc'her a reas É. Cohl gant e labour : Le cauchemar du fantoche, a zo bet kollet, hag Un drame chez les fantoches, e 1908 o-div.
E 1914 e voe berzh bras gant ur film tresadennoù-bev arall anvet Gertie the Dinosaur ha savet gant an Amerikan Windsor McCay. Ar wech kentañ eo ma weled un dudenn (hag un dinosaor war an dro) o fiñval en un doare naturel.
Da heul war an daolenn a enor e voe Felix the Cat gant an Aostralian Pat Sullivan hag an Amerikan Otto Messner e 1919, hag Oswald the Lucky Rabbit gant Walt Disney e 1927. E gwenn ha du e oa an holl filmoù-se.
An oadvezh aour
kemmañAdal neuze ha betek ar bloavezhioù 1960 e voe kenderc'het un niver bras a filmoù tresadennoù-bev, a veze diskouezet er salioù kent an hirfilmoù.
Etre pemp ha dek munutenn e padent. Kompagnunezhioù bras-divent a voe savet evit o fardañ, er Stadoù-Unanet pergen : Walt Disney Animation Studios zo anavezet er bed a-bezh, koulz ha Warner Bros Cartoons da skouer.
E 1926 e voe bannet My Old Kentucky Home gant an Amerikan Max Fleischer, ar film tresadennoù-bev kentañ gant trouzioù ennañ ; siwazh, dre wall an teknik bet implijet ne oa ket ar son kempred-rik gant ar skeudennoù.
Reizhet e voe an traoù e 1928 gant Walt Disney hag e film Steamboat Willie ; gant ur son disi e voe gwelet Mickey Mouse evit ar wech kentañ.
Livioù a oa bet dija e filmoù tresadennoù-bev, met Walt Disney adarre a stalias ar skouer gant Flowers and Trees e 1932, pa voe ar filmaozer kentañ oc'h ober gant teknik an Technicolor evit ur film tresadennoù-bev.
Skouerioù all a voe staliet gant Walt Disney, evel ar c'hamera liestalenn a ro un doare bos d'ar film dre lakaat taolennoù da fiñval a-dreñv ar skeudenn bennañ ; The Old Mill (1937) zo ur bennoberenn er c'heñver-se. E 1937 ivez e voe ti Disney oc'h embann an hirfilm kentañ e tresadennoù-bev, e Technicolor ha gant son, Snow White and the Seven Dwarfs ; 83 munutenn e pad "Gwenn-erc'h hag ar Seizh Korr".
Pelloc'h e voe Fantasia (1940) an tresadennoù-bev kentañ gant ur son stereofonek, Lady and the Tramp (1955) a voe intentet evit ar skrammoù ledan. Ret eo ivez menegiñ Lumber Jack-Rabbit (1953), ur film tresadennoù-bev ma weler Bugs Bunny e teirment hag e Technicolor bepred.
Ar skinwel
kemmañAdalek dibenn ar bloavezhioù 1950 e krogas ar skinwel da c'houllonderiñ ar salioù sinema, ha nebeutoc'h a filmoù tresadennoù-bev a voe kenderc'het evito. Evit ar skinwel dreist-holl e farder tresadennoù-bev hiziv, petra bennak ma vez c'hoazh hirfilmoù o tremen dre ar salioù.
Kentañ stirad tresadennoù-bev oc'h ober berzh er skinwel amerikan e voe The Flintstones gant an Amerikaned William Hanna ha Joseph Barbera, a voe skignet war ar chadenn ABC eus an 30 a viz Gwengolo 1960 betek ar 1añ a viz Ebrel 1966.
Klask a reas ar chadennoù all skignañ stiradoù tresadennoù-bev ivez, met hini anezho ne badas pelloc'h eget bloaz war-bouez Scooby-Doo, a badas tost da 40 bloaziad. Berzh a voe evelato gant an tresadennoù-bev skignet abred da veure kent mont d'ar skol, ha diwezhatoc'h e voe krouet chadennoù skinwel gouestlet d'an tresadennoù-bev, evel Disney Channel ha Cartoon Network.
Ne voe ur berzh par da hini The Flintstones nemet gant stirad Matt Groening, The Simpsons, a zo war ar skrammoù abaoe ar 17 a viz Du 1989.
Bruderezh
kemmañBuan ez eus bet tennet splet eus berzh an tresadennoù-bev gant ar bruderezh war ar skinwel. Lod tudennoù bet krouet evit merkoù kenwerzhel a bad c'hoazh goude bout war ar skrammoù e-pad degadoù a vloaziadoù.
Tex Avery, marteze an aozer filmoù tresadennoù-bev brudetañ e-kichen (pe a-enep, kentoc'h) Walt Disney, e voe ar filmaozour kentañ o labourat vit ar bruderezh war ar skinwel, e 1966.
Kalvezerezh
kemmañHengounel ha greantel war un dro eo kalvezerezh ar filmoù tresadennoù-bev : hengounel, pa vez treset pep skeudenn war karton, paper ha kelluloid, ha greantel peogwir e vez rannet al labour etre meur a zen, ar pezh en deus kaset da sevel tiez bras evel Walt Disney Studios" (tremen 800 implijad) pe Studio Ghibli ar Japaniz Hayao Miyazaki hag ISao Takahata (~300 implijad).
En darn vrasañ eus an tiez e vez treset ha livet ar c'hinkladur war karton tev gant gouach, dourlivadur pe c'hoazh liv akrilek. War baper e vez treset an tudennoù a vo blivet, gant ur c'hreion da gentañ ; goude-se e vezont huzet kent bout lakaet war follennoù kelluloid treuzwelus ma vezont livet gant gouach.
Rannet e vez ar blivadur etre meur a bazenn hag a zen. Gant ar pennbliver e vez treset an emzalc'hioù pouezusañ (ar "skeudennoù alc'hwez" e yezh ar vicher), gant tud all e vez graet an emzalc'hioù etre, gant tud all c'hoazh ar skeudennoù a vank evit flouraat ar blivadur[4].
Stankter ar skeudennoù
kemmañE deroù ar filmoù tresadennoù-bev greantel e veze treset 18 skeudenn evit bannañ un eilenn eus ar film ; gant donedigezh ar son e voe treset 24 skeudenn dre eilenn. Gant an amzer e voe merzet e chom flour a-walc'h ar blivadur gant 12 skeudenn hepken.
Donedigezh ar skinwel a gemmas an traoù, pa ranker skignañ 25 pe 30 skeudenn bep eilenn hervez ar broioù gant ar mediom-se. Gant 24 skeudenn dre eilenn eo chomet ar genderc'herion filmoù tresadennoù-bev koulskoude, ha teknikoù zo bet ijinet evit azasaat o labour ouzh ar skinwel : buanaat ar film a-benn lakaat 25 skeudenn e-lec'h 24 en un eilenn, meskañ div skeudenn evit tizhout 30 skeudenn pe, evel ma reas Japaniz er bloavezhioù 1970, ober gant un dresadenn hepken evit teir skeudenn ha skignañ an hevelep skeudenn meur a wezh e-kerzh ar film.
Ar stlenneg
kemmañ| Abaoe ar bloavezhioù 1990 ez eo deuet ar stlenneg e bed an tresadennoù-bev. Hiziv an deiz ez eus muioc'h a filmoù gant lod skeudennoù graet dre urzhiataer eget a re fardet gant an dorn hepken. Gant an dorn avat e vez graet an darn vuiañ eus ar skeudennoù, rak n'eo ket gouest c'hoazh an urzhiataerioù da sevel o-unan ar skeudennoù a vank etre div skeudenn alc'hwez.
Meur a gemm pouezus zo bet degaset gant ar stlenneg avat :
- al livañ dreist-holl zo bet aesaet gant ar stlenneg, n'eus ket ezhomm ken a gelluloid hag a bodadoù liv, pa c'haller labourat ar skeudennoù war ar skramm goude bout o niverelet ;
- gant gwiskadoù follennoù kelluloid treuzwelus e vez graet ar filmoù hengounel, hogen n'int ket treuzwelus a-walc'h evit ma c'hallfed berniañ kalz anezho hep na deufe ar bloc'had da vezañ demer ; diniver eo an niver a wiskadoù-blivañ a c'haller berniañ a-drugarez d'ar meziantoù ;
- tu zo bremañ da rakwelet ar film en e bezh war ar skramm, hag e reizhañ kent e lakaat er c'henwerzh.
Levrlennadur
kemmañ- E saozneg
- Ralph Stephenson (1973), The Animated Film, Tantivity Press, ISBN 978-0-498-01202-0
- Jerry Beck & Leonard Maltin (1987), Of Mice and Magic – A History of American Animated Cartoons, Plume, ISBN 978-0-452-25993-5
- Giannalberto Bendazzi (1995), Cartoons – One Hundred Years of Cinema Animation, Indiana University Press, ISBN 978-0-253-20937-5
- Michael Barrier (1999), Hollywood Cartoons – American Animation in its Golden Age, Oxford University Press, ISBN 978-0-19-503759-3
- Mark Harrison (2003), Prime Time Animation – Television Animation and American Culture, Routledge, ISBN 978-0-415-28326-7
- E galleg
- Patrick Brion (1984), Tex Avery, Chêne, ISBN 978-2-85108-371-5
- Dovnikovie Borivoj (1998), Technique du dessin animé, Dreamland, ISBN 978-2-910027-23-0
- Olivier Cotte (2001), Il était une fois le dessin animé, Dreamland, ISBN 978-2-910027-77-3
- Sébastien Roffa (2005), Animation et propagande – Les dessins animés pendant la Seconde guerre mondiale, L'Harmattan, ISBN 978-2-7475-8567-5
Notennoù
kemmañ- ↑ Damien Gayle (2012), The caveman cartoons: How prehistoric artists make their paintings MOVE, en Daily Mail, 24/09/2012 (en)
- ↑ Joseph Needham (1962, 1977), Science & Civilisation in China, levrenn IV: Physics and Physical Technology, rann 1: Physics, Cambridge University Press, ISBN 978-0-521-05802-5
- ↑ Pauvre Pierrot war lec'hienn Mignoned Émile Reynaud.
- ↑ Skouerioù eus tresadennoù ar pennblivour a gavor e levr Patrick Brion, op. cit..