Charles-Émile Reynaud

livour galleg

Charles-Émile Reynaud (1844-1918) e oa un treser, un ijinadenner hag ur filmaozer gall.

Charles-Émile Reynaud

Charles-Émile Reynaud
Ganedigezh 8 Kerzu 1844
Montreuil-sous-Bois
Bro-C'hall Bro-C'hall
Marv 9 Genver 1918
Ivry-sur-Seine
Bro-C'hall Bro-C'hall
Broadelezh   Gall

Micherioù Luc'hskeudenner
Treser
Ijinadenner
Filmaozer

Oberennoù pennañ
Pauvre Pierrot (1892)
Kentañ film tresadennoù-bev
Autour d'une cabine (1894)

E 1877 ez ijinas ar praksinoskop, ha goude-se e savas an Théâtre Optique ma tiskouezas tresadennoù-bev.
Unan eus diorreerion ar sinema e voe : eñ eo an den kentañ a reas tresadennoù-bev, eñ eo ivez o vannas war ur skramm bras, eñ eo c'hoazh a c'houlennas ma vije savet ur pezh sonerezh a-ratozh evit e abadennoù.
Unan eus ar filmaozerien gentañ e voe Charles-Émile Reynaud neuze.

Buhez kemmañ

 
Charles-Émile Reynaud

D'an 8 a viz Kerzu 1844 e voe ganet Charles-Émile Reynaud e Montreuil-sous-Bois, mab d'an engraver medalennoù Benoît Claude Brutus Reynaud ha d'ar skolaerez Marie-Caroline Bellanger, a oa un dourlivourez war hec'h amzer vak.[1]
Hervez reizhoù ar prederour ha skrivagner suis Jean-Jacques Rousseau e voe desavet ar bugel.

E labourva e dad e teskas an treloc'herezh resis, hag e vamm a gelennas dezhañ troioù-micher an tresañ hag al livañ.
E 1858, d'an oad a 14 vloaz, e voe deskard en ul labouradeg ardivinkoù optek ha fizikel kent mont da zeskiñ an tresañ greantel. Goude-se ez eas da labourat e ti ul luc'hskeudenner, ma reas distremenadennoù war glichedoù kent en em staliañ d'e dro evel luc'hskeudenner e Pariz.

E 1864 e heulias kentelioù an abad Moigno (1804-1884) diwar-benn ar skiantoù, a veze roet dre vannañ skeudennoù war ur skramm ; buan e teuas Charles-Émile Reynaud da vout eiler an abad ha da zeskiñ ar vicher a gelenner-prezegenner.
En hevelep mare e reas skeudennoù evit ur geriadur skiantel, Dictionnaire général des sciences théoriques et appliquées ar c'helenner Adolphe Focillon, a zeuas er gouloù e 1870[2] ; dindan ren A. Focillon ivez e reas luc'hskeudennoù stereoskopek eus ar familhoù plant pennañ.

E 1865 e varvas tad Charles-Émile Reynaud, a yeas da vevañ gant e vamm e Lo Puèi de Velai, a zo kêr c'henidik an tiegezh Reynaud. Diwar atiz an doktor Claude Auguste Reynaud, a oa ur c'henderv d'e dad, e kendalc'has da studiañ ar skiantoù.

E-pad Brezel 1870-1871 e voe klañvdiour e-kichen an doktor Reynaud en ospital Lo Puèi de Velai.
Amzer vak a gemeras goude ar brezel betek 1873, pa voe galvet gant an abad Moigno da-geñver un heuliad prezegennoù e Paris diwar-benn al luc'hskeudennerezh. Ur c'hwitadenn e voe ar prezegennoù, ha distreiñ da Lo Puèi de Velai a reas. Eno e voe aozet kentelioù a-zivout ar skiantoù evit studierion ar Skolioù greantel hag evit an dud voutin, dre vannadennoù luc'hel. Berzh a reas Charles-Émile Reynaud gant e "gentelioù dre weled", pa ziskoueze arnodennoù skiantel war ur skramm bras.[1]

E Lo Puèi de Velai, e 1876, ez ijinas Charles-Émile Reynaud ar praksinoskop. Bloaz war-lerc'h ez eas da Baris d'e vreouañ, hag eno en em stalias adarre evit fardañ praksinoskopoù hag o gwerzhañ.

D'an 21 a viz Here 1879, d'an oad a 35 bloaz, e timezas gant Marguerite Rémiatte. Daou vab o devoe, Paul e 1880 hag André e 1882.

 
Ar Stéréo-Cinéma

Kendelc'her da labourat war ar praksinoskop a reas Charles-Émile Reynaud : ur c'hinkladur a voe ouzhpennet d'ar c'hoariell, a droas da braksinoskop-c'hoariva ; ur gornigell anvet La toupie fantoche a zouge melezourioù stouet dindan ur gantennad skeudennoù ; ha goude e vannas skeudennoù ar praksinoskop war ur skramm. Gouhebiñ a rae an ijinadenner avat, pa ne c'halle ket kontañ istorioù gant e venveg na oa nemet 12 skeudenn ennañ, atav an hevelep re a-hed pep abadenn.
E 1888 e teuas a-benn da hiraat an heuliadoù skeudennoù, alese an Théâtre Optique a ziskouezas e Mirdi Grévin e Paris e 1892 ; Pantomimes lumineuses e oa anv an abadenn, ma tiskouezas an tresadennoù-bev kentañ en Istor ar sinema.

Pa 'z erruas Cinématographe ar vreudeur Auguste ha Louis Lumière e 1895 e voe echuet abadennoù an Théâtre Optique e Mirdi Grévin. War ziskar ez eas labouradeg praksinoskopoù Charles-Émile Reynaud, met kerkent e labouras war un ijinadenn all, ar Stéréo-Cinema (1907). C'hwitañ war e daol a reas avat, pa ne zeuas ket a-benn da dizhout e bal : bannañ skeudenoù e bos war ar skrammoù.
Dav e voe dezhañ neuze paouez gant e enklaskoù ha gwerzhañ ul lodenn eus e vinvioù. Distrujañ a reas an Théâtre Optique ha stlepel an darn vrasañ eus e jestrc'hoarioù er stêr Seine. Pauvre Pierrot hag Autour d'une cabine eo an oberennoù nemeto a zo deuet betek ennomp.

E deroù 1917 e voe taget Charles-Émile Reynaud gant un darwazh skevent, ha kaset da Ospital a re zibare Ivry-sur-Seine d'an 29 a viz Meurzh 1917. Eno e chomas betek e varv d'an 9 a viz Genver 1918, d'an oad a 74 vloaz.

Ijinadennoù kemmañ

 
Pemp eilenn eus Pauvre Pierrot (1892)
  • Ar praksinoskop (1877).
  • Ar praksinoskop-c'hoariva (1879), gant ur c'hinkladur difiñv a-dreñv ar skeudennoù blivet.
  • Ar praksinoskop dre vannadur (1880), a vanne skeudennoù ar praksinoskop-c'hoariva war ur skramm dre ul letern hud.
  • Ar Stéréocinématographe (1902), un ardivink da gemer luc'hskeudennoù e bos.
  • Ar Stéréo-Cinéma (1907), a glaske blivañ al luc'hskeudennoù-se.

Ar C'hoariva Optek kemmañ

 
An Théâtre Optique (Paris, 1892)

D'ar 1añ a viz Kerzu 1888 e voe breouet an Théâtre Optique gant Charles-Émile Reynaud.
Tri bloavezh a-raok donedigezh ar vreudeur Lumière en Istor ar sinema e vanne an ijinadenner skeudennoù bliv war ur skramm e teñvalijenn ur sal e Mirdi Grévin.

Kentidi a oa bet dezhañ avat : filmoù 50 eilenn dezho a oa bet diskouezet gant ar Breizhveurad William Kennedy Laurie Dickson (1860-1935). Ur vunutenn ha tregont eilenn d'ar berrañ eo padelezh pep Pantomime, lod o padout betek pemp munutenn. Ouzhpenn-se e c'halled hiraat an abadennoù dre baouez war ur skeudenn, distreiñ d'unan gent, gorrekaat pe vuanaat dibun ar film, kement-se diouzh ersavioù an arvesterion.
Sonerezh a voe savet a-ratozh gant ar pianoour Gaston Paulin evit pep film : ar c'hentañ abadennoù sinema e voe an Théâtre Optique e gwirionez[3].

E-lec'h e vandennoù paper boas e rae Charles-Émile Reynaud gant ar filmoù gweñv 70 mm o ledander, e nitrat kelluloz (C6H8N2O9, anvet ivez kelluloid), bet ijinet gant an Amerikan John Carbutt ha gwerzhet abaoe 1888 gant an Amerikan all George Eastman, ijinadenner ar binvioù Kodak.
War-eeun war filmoù-se e trese ar skeudennoù, gant livioù treuzwelus, evel ma veze graet evit tresañ war plakennoù gwer al leternioù hud. Liv du a veze ledet tro-dro d'an tudennoù, a-benn ma ne c'hallje ar gouloù nemet tremen drezo hepken.
Toullet e oa ar film etre pep skeudenn kent bout lakaet en ur voest a-blaen. Dre un dornell e veze roet tro d'ar voest, ha dre an toulloù e veze kaset ur granenn 36 melezour warni, a gase ar skeudennoù war-du ar skramm. Dre ul letern all e veze bannet ar c'hinkladur, kuit ag e adtresañ war pep skeudenn.
E-keit ha ma troe ar voest evit bannañ ar film e veze dastumet hemañ en ur voest all, dre an hevelep ardivink. Un dek mil gwech bennak e voe bannet pep film etre 1892 ha 1900.

Un displet bras a oa da ijinadenn Charles-Émile Reynaud koulskoude : unel e oa pep film, ne c'halled ket ober eilskeudennoù anezhañ ; ne oa ket tu neuze da ziskouez an hevelep Pantomime e meur a sal war un dro, ha re goustus e vije bet ober adfilmoù treset gant an dorn bewech : 500 skeudenn war 36 metrad film a ya d'ober Pauvre Pierrot, 646 skeudenn evit 45 metrad evit Autour d'une cabine.
A zo kaeroc'h, touzet un tamm e oa bet an ijinadenner p'en devoa sinet ar gevrat gant Mirdi Grévin : berzet e oa dezhañ diskouez an Théâtre Optique en ur sal all. Un hanter milion a dud a welas an abadenn etre 1892 ha 1900 evelato, ar pezh a zo bras-divent evit ur sal hepken.

Pa voe taer ar c'hevezerezh etre Cinématographe ar vreudeur Lumière hag an Théâtre Optique e klaskas Charles-Émile Reynaud ober gant filmoù nevez, 35 mm o ledander, hogen ur c'hwitadenn e voa rak da get ez ae an tresadennoù pitouilh pa vezent bannet a-ziwar ker strizh ur skor.

Nevesaet e voe Pauvre Pierrot hag Autour d'une cabine e 1992, ha bannet war ar skramm en-dro da-geñver kant vloaz an Théâtre Optique en hevelep bloavezh[4].

 
Les Pantomimes lumineuses
Skritell gant Jules Chéret (1892)
Les Pantomimes lumineuses
Bloaz Film
1892 Un bon bock
Pauvre Pierrot
Clown et ses chiens
1894 Un rêve au coin du feu
1895 Autour d'une cabine''
1896 Guillaume Tell
1897 Le premier cigare

Notennoù kemmañ

  1. 1,0 ha1,1 Lec'hienn gouestlet da Charles-Émile Reynaud (fr)
  2. An eilvet embannadur (1877), Gallica (fr)
  3. Georges Sadoul (9vet emb., 1999), Histoire du cinéma mondial des origines à nos jours, Flammarion, ISBN 978-2080602169 (fr)
  4. Sellit ouzh doare nevesaet 'Pauvre Pierrot hag ouzh Autour d'une cabine war YouTube.


Levrlennadur kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ

Pennadoù kar kemmañ