Margodenn

Ur vargodenn zo un dudenn, den pe loen, graet e koad, kartoñs pe gwiad, dornataet gant un den anvet ar margodenner. Hemañ a ra gant e zorn, e vrec'h, ur c'harenn pe neudennoù evit fiñval korf, penn hag izili ar vargodenn, hag a-wechoù he daoulagad hag he genoù. Komz a ra ar margodenner alies e-lec'h an dudenn en ur zornata anezhi, o c'hoari un istor dirak an arvesterien eta. Ar stumm c'hoariva-se zo kozh-tre peogwir e sav d'ar Vvet kantved kt JK e Henc'hres. A bep seurt margodennoù a c'haller kavout er bed.

Margodennoù dorn klasel : an tudennoù saoz Punch ha Judy.

An doareoù da vargodenniñAozañ

Margodennoù zo zo graet evit ar vugale dreist-holl. Margodennoù simpl zo, fiñvet gant ur biz hepken, evit kontañ istorioù d'ar vugale vihan. Margodennoù all zo kontrolet gant an dorn, gantañ e c'hall an den fiñval ar penn hag ar c'horf.

 
Ur vargodenn dornataet gant daou zen oc'h implijout o divvrec'h.

Un doare all da zornata margodennoù brasoc'h eo ober gant daou vargodenner : an eil a lak ur vrec'h e penn ar vargodenn hag e vrec'h all er ur vilgin evit fiñval unan eus daouarn ar vargodenn, egile a lak unan eus e zivvrec'h en ur vilgin all evit fiñval dorn all ar vargodenn. Evel-se e veze doarnataet Fozzie an arzh hag Ernie en abadenn skinwel stadunanat Sesame Street.

Ar margodenner a c'hall bezañ war al leurenn, gwisket e du, en deñvalijenn, hag e vargodenn er gouloù.

Margodennoù all a fiñv war-bouez neudennoù hag a-wechoù ur c'harenn. Diaesoc'h int da fiñval eget ar re all.

Ar c'hoariva skeud a implij margodennoù evit kaout skeudennoù ouzh ur skramm.

Gant ur vargodenn e ra an dorvouezhierien, ar re hag a gomz eus o c'hof.

Margodennoù ramzel zo ivez e dibunadegoù Meurlarjez.

Ar margodennoù dre ar bedAozañ

Tudennoù brudet : Pulcinella ha Scaramuccia en Italia, tudennoù commedia dell'arte ; Arlequin e Bro-C'hall, Guignol krouet e Lyon e 1808.

Ar margodennoù boukarou zo margodennoù japanat graet e koad krouet ur milved zo.

Moketar zo ur c'hoariva skeud a gaver e Soudan, Java hag Indonezia.

E Vietnam e kaver un hengoun hep e bar : an abadennoù margodennoù en ur poull dour. "Múa rối nước" a vez graet anezho.

Ar margodenoù er skinwelAozañ

Abadennoù skinwel zo, evit plijadur ar vugale pe ar re vras, o deus implijet margodennoù, da skouer Sesame Street, The Muppet show e SUA, Thunderbirds e Breizh-Veur, Bonne nuit les petits ha Téléchat e Frañs er bloavezhioù 1960 ha 1980. Abadennoù skinwel fentus diwar-benn ar c'heleier hag ar politikerezh zo bet ivez : ar Bêbête show er bloavezhioù 1980, ar Guignols de l'info er bloavezhioù 1990 ha 2000.

Astenn-sterAozañ

Pa vez lavaret diwar-benn unan bennak ez eo margodenn d'unan all e talv eo meret gantañ.

Er politikerezh e komzer eus ur puppet state e saozneg, ur stad vargodenn, evit komz eus ur Stad dizalc'h de jure ha dindan dalc'h unan all de facto.

A bep seurtAozañ

Pinocchio, an dudenn ijinet gant ar skrivagner italian Carlo Collodi e "Le avventure di Pinocchio. Storia di un burattino", zo ur vargodenn goad hag a zeu da vezañ ur paotrig kig hag eskern.

Gwelet ivezAozañ