Ottomar Anschütz
Ottomar Anschütz (16 a viz Mae 1846 e Leszno[1], proviñs Poznań e Prusia - 30 a viz Mae 1907 e Berlin-Friedenau) a oa unan eus al luc'hskeudennerion gentañ.
Ne oa ket ur skiantour ; un arzour e oa, a veze bepred o klask kenderc'hañ labour eus an dibab dre wellaat dizehan perzhded dreist e luc'hskeudennoù. Peogwir en devoa dibabet en ober dre arwellaat e vinvioù e troas da unan eus ijinadennerien bouezusañ en Istor ar luc'hskeudennerezh pa ijinas al luc'hskeudenniñ prim ha, pelloc'h, en hini ar sinema abalamour d'e elektrotakiskop.
Ottomar Anschütz | |
---|---|
Ottomar Anschütz (1889) | |
Ganedigezh : 16 a viz Mae 1846 e Leszno | |
Marv : 30 a viz Mae 1907 e Berlin-Friedenau | |
Broadelezh : Prusia | |
Micherioù : luc'hskeudenner, ijinadenner | |
Oberennoù pennañ : • Elektrotakiskop (1887) • Luc'hskeudennerezh prim (1889) |
Mab d'ul liver-kinkler a laboure e tiez ha kastilli e gorn-bro e oa Ottomar Anschütz[2]. Abred e voe dedennet gant arz al luc'hskeudennerezh, ur gambr zu a stalias e ti e dud evit e studiañ.
D'an oad a 18 vloaz, e 1864 ha betek 1868, e voe stummet gant al luc'hskeudennerion Ferdinand Beyrich e Berlin, Franz Hanfstaengl e München ha Ludwig Angerer e Wien. Goude-se e warlerc'hias e dad en ur genderc'hel gant e enklaskoù war al luc'hskeudennerezh.
Al luc'hskeudennerezh prim
kemmañAdalek 1882 e voe brudet evel luc'hskeudenner, a rae gant ur c'hamera en devoa aveet gant ur stanker dre stignoù a roe tu da verraat ar c'hizvezh, ha gant ur wikefre dre dredan da reizhañ al luc'hwezañ.
Daouzek benveg a reas da gentañ, gant harp e amezeg Schneider a oa un oberour ograou, ha 24 diwezhatoc'h.
E 1883 e luc'hskeudennas kezeg gant e venveg, hag e 1884 e reas ur rummad luc'hskeudennoù eus c'hwiboned war nij a zo brudet hiziv c'hoazh peogwir ez awenjont an nijer Otto Lilenthal pa oa oc'h ober enklaskoù war e blaverezioù[3] Luc'hskeudennoù all a gemeras e Liorzh loened Breslau hag e lec'hioù all.
E 1884 ivez e voe goulennet digantañ luc'hskeudenniñ pleustradegoù brezel ar marc'hegerezh impalaerel e Wrocław ; div luc'hskeudenn a voe moullet er gazetenn Illustrirten Zeitung e Leipzig dre Autotypie, un argerzh nevez bet breouet daou vloaz abretoc'h gant George Meis Bach e München.
E 1886 e labouras evit Maodiernezh prusian ar Brezel en Hannover, ma luc'hskeudennas pleustradegoù ar marc'hegerezh adarre.
D'ar 27 a viz Du 1888 e vreouas ur c'hamera nevez[4] a oa aveet gant ur stanker a oa staliet a-serzh e-tal ar blakenn-luc'hskeudenniñ. Gouest e oa ar benveg-se da serriñ e stanker en 1/1000 eilenn, ar pezh a voulc'has an hent d'al luc'hskeudenniñ prim. Gwellaet e voe an ijinadenn a-feur ma voe fardet ha gwerzhet gant an ti Goerz eus 1890 betek 1927.
Al luc'hskeudennerezh a-steudadoù
kemmañ- Pennad pennañ : Elektrotakiskop.
D'an hevelep mare e oa Ottomar Anschütz o labourat war ur benveg deveret diouzh zoetrop William George Horner (1834). E 1887 e vreouas an elekrotakiskop, hag e 1891 un doare nevez anezhañ, buanoc'h ha kaset dre dredan, a anvas Elektrische Schnellseher. |
Diwezh
kemmañAdal 1895 e voe anvet O. Anschütz da guzulier an impalaer Wilhelm II a-zivout al luc'hskeudennerezh ; gant an impalaer hag e diegezh e veajas da Balestina e 1899.
D'an hevelep mare en devoa digoret ur stal da werzhañ rikoù evit ar vicher e Berlin, ha skrivet ul levr anvet Die Photographie im Hause ("Al luc'hskeudennerezh er gêr") a voe embannet e 1901 hag a vroudas kalz yaouankizoù da fardañ binvioù-luc'hskeudenniñ kent mont war ar vicher.
Etre 1894 ha 1907 e tapas Ottomar Anschütz 36 breou evit rikoù evel stankerioù, reizhoù-diskuliañ, benioù, skrammoù hag all.
Betek e varv e chomas feal Ottomar Anschütz da berzhded ar skeudennoù : pa veze e luc'hskeudennoù war ziskouez koulz er Stadoù-Unanet hag en Europa abalamour d'o ferzhded dreist en em gavas dic'houest da labourat gant ar filmoù gweñv bet lakaet war marc'had Europa gant an ti amerikan Eastman-Kodak, rak ne oant ket ken kizidik ha solius evel ar rikoù e oa boas da embreger.
Notennoù
kemmañ- ↑ Wikipedia polonek
- ↑ Deac Rossell, op. cit
- ↑ Lilienthal Museum (de) (en)
- ↑ Breou niv. 49919 (de)
Levrlennadur
kemmañ- Deac Rossell (1997), Ottomar Anschütz and his Electrical Wonder, Projection Box, ISBN 978-0-9523941-8-1 (en)
Liammoù diavaez
kemmañPennadoù kar
kemmañ- Tomatrop (1824)
- Zoetrop (1834)
- Fenakistoskop (1841)
- Folioskop (1868)
- Praksinoskop (1877)
- Zoopraksiskop (1879)
- Elektrotakiskop (1887)
- Mutoskop (1894)