Hayao Miyazaki
Anv ganedigezh : 宮崎駿
Miyazaki Hayao
Lec'h ganedigezh : Tokyo, Banniel Japan Japan
Broadelezh : Japanat
Micher(ioù) : Filmaozer
Treser
Filmoù a-bouez : Kaze no Tani no Naushika
Tenkū no Shiro Rapyuta
Tonari no Totoro
Mononoke Hime
Sen to Chihiro no Kamikakushi
Hauru no Ugoku Shiro
Gake no ue no Ponyo
Liammoù diavaez

Hayao Miyazaki (宮崎 駿) zo ur mangaka, ur filmaozer tresadennoù-bev japanat ha kenkrouer Studio Ghibli. Ganet eo d'ar 5 a viz Genver 1941 e Tokyo, e Japan.

Tost dianavezet er c'hornôg war-bouez an dud sot gant ar manga betek embannadur etrevroadel Mononoke Hime e 1999, e filmoù o deus hiziv an deiz ur berzh bras e pep lec'h er bed ha dreist-holl e Japan e-lec'h m'o deus e filmoù graet rekordoù[1].

E filmoù a vez alies savet diwar ar memes temoù pennañ : an darempred etre an denelezh hag an natur, an ekologiezh hag an deknologiezh, hag an diaester da chom Peoc'helour en ur bed ma vez brezel. Tudennoù pennañ e filmoù a vez peurvuiañ merc'hed yaouank pe kreñv ha dizalc'h, hag an dud "drouk" o deus perzhioù n'int ket gortozet en tresadennoù bev boas, hag a lak da soñjal er c'h/kami eus ar relijion shintoek.

E oberennoù a vez peurvuiañ graet evit ar vugale hag an dud gour, war-bouez Mononoke Hime hag a zo feulsoc'h eget ar re all. E Japan ez eo lakaet ken barrek ha Osamu Tezuka, hag er c'hornôg e vez alies keñveriet gant Walt Disney.

Resev a ra enoroù ar gazetenn Time e 2006 ar pezh a lak anezhañ evel unan eus ar personelezhioù asiat gant ar muiañ a levezon[2].

Buhezskrid

kemmañ

Bugaleaj ha yaouankiz

kemmañ

Ganet d'ar 5 a viz Genver 1941 e Tokyo[3] (e karter Akebono e arondisamant Bunkyo), eilvet en ur familh pevar paotr,[4] (Arata (ganet e miz Gouere 1939), Yutaka (ganet e miz Genver 1944), ha Shirō)[5], e bugaleaj a zo merket gant ur Japan distrujet gant an eil brezel bed. Oberennoù Miyazaki a vo awenet-tre gant an darvoud-se.

E zad, Katsuji Miyazaki, a zo neuze rener Miyazaki Airplane, un embregerezh sevel kirri-nij a oa d'e vreur (eontr Hayao) hag a produe gouarnoù ar Zero (Karr-nij japanat). Kavet e vez ur bern a daveoù d'ar c'hirri-nij pe d'an oabl dre vras e oberennoù Miyazaki, awenet gant endro labour e zad.[6].

Mamm Hayao a zo bet tapet gant ar torzhellegezh melkeineg, chom a ra d'an hospital, a-raok distro en ti e-pad nav bloaz. Hayao a oa tost dezhi, ar pezh a zo diskouezet er film Tonari no Totoro[4]. Shirō Miyazaki, breur yaouer Hayao a laro ez eo diazezet tudenn Dora e-barzh Tenkū no Shiro Rapyuta war hini o mamm, evit ar pezh a denn diouzh ar bersonnelezh.[5].

Terc'hout a ra kuit ar familh Miyazaki ar brezel o tilojañ e 1944 ha 1945 (O vont da skouer da prefeti Tochigi, e Utsunomiya ha Kanuma, e norzh Tokyo). Labouradeg Miyazaki Airplane a oa e Kanuma. Hayao a anavezo teir skol disheñvel e c'hwec'h bloaz : etre 1947 ha 1949 ez eo enskrivet en ur skol kentañ derez eus Utsunomiya, e 1950 e ra e studioù e skol Omiya e karter Suginami Tokyo, dre m'eo staliet ar familh e gêr-benn, eus 1951 da 1955 e Skol Eifuku. Tremen a ra e bloavezhioù lisead e Skol Omiya (1956 ha 1957) hag el lise Toyotama (1958)[5],[6].

E-pad e bloavezh lise diwezhañ e tizolo ar c'hentañ tresadenn-bev japanat e livioù, Hakuja den eus an animatour Yabushita Taiji eus ar studio Toei, awenet gant ur gontadenn a vro Sina. Evit Hayao e vo ur cheñchamant bras en e vuhez ; laret a ra bezañ e karantez gant an harozez, Pai-nyan, ha bezaén bet leñvet an nozvezh a-bezh[4]. Plijout a rae kalz dezhañ oberennoù Osamu Tezuka ha pleustriñ a ra war an tresañ, oc'h ober tresadennoù kirri-nij er penn-kentañ, evit ober ar memestra ha Tezuka, met merzout a ra ne c'hell ket tresañ an tudennoù[5]. Un devezh, merzout a ra ne rae nemet kopiañ stil Tezuka, deviñ a ra neuze holl ar mangaioù treset gantañ ; laret en deus bezañ kavet e oa diaes-tre krouiñ e stil dezhañ[4]. E 1962, kregiñ a ra gant studioù ekonomiezh e Gakushuin ha skrivañ a ra un dezenn war an industriezh japanat. Ar memes bloavezh, mont a ra en ur strollad enklaskoù e Gakushuin war al lennegezh evit ar bugale[5].

Penn-kentañ e labour e studio Toei

kemmañ

Kregiñ a ra Miyazaki da labourat e miz Ebrel 1963 evel esaouener er studio Toei[3]. Anavezet eo gant e labour war Garibā no Uchū Ryokō (1965) ; dre m'en deus ket kavet fin ar film dedennus e kinnig unan all, a zo asantet ha enbarzhiet er film. Goude ur gourdonadeg tri miz, labourat a ra war ar film Wan wan chushingura, ha war kentañ heulienn skinwel ar studio, Ôkami Shônen Ken, kevezer Tetsuwan Atomu eus Osamu Tezuka. Resev a ra ur gopr a 19500 yen (e randi e karter Nerima a goust dezhañ 6000 yen)[5].

Pa grog e 1964 kudennoù sindikat er studio, kemer a ra Miyazaki penn ar manifesterien ha dont a ra da vezañ sekretour pennañ sindikad al labourerien[6]. Isao Takahata a zo neuze besprezidant ar sindikat. D'ar c'houlz-se e kej gant Akemi Ota, hag a zo animatourez er studio ivez. Dimeziñ a rint e miz Here 1965 ; ar c'houplad yaouank a ziloj neuze da Higashi-Murama[5].

E 1965 e vo ivez kroget gant ur genlabour etre Hayao ha Takahata gant ur raktres, Hassuru Panchi. Pa grogo Takahata da labourat war ar film Taiyo no oji : Horusu no daiboken, Miyazaki, oadet a 22 vloaz, a ginnig kemer perzh er raktres.[7], hag a kemer evel e chañs diwezhañ labourat war filmoù hir ha paouez gant an heuliennoù skinwel. Takahata, Miyazaki ha Yasuo Otsuka en em engouestl da echuiñ ar raktres, ne vern ar pezh a c'hoarvezfe. Ar film, embannet d'an 21 a viz Gouere 1968, a vo ur c'hwitadenn kenwerzhel.

Ar memes bloavezh, Miyazaki a labour gant e wreg war stumm japanat ar c'hazh e heuzoù : Nagagutsu o haita neko gant ar perzh animatour pennañ[7],[5]. E 1969, ober a ra war-dro lodennoù ar film Sora tobu yūreisen, ur film hir, atav gant e wreg.[7].

Ar c'houplad a roio ar vuhez da daou mab : Gorō Miyazaki, a vo, eñ ivez, filmaozer, o labourat a-wechoù evit studio e zad, e Genver 1967 hag un eil, Keisuke, arzour graet gantañ engravadurioù ha tudennigoù e koad, en o zouez e vez gwelet er film Mimi wo sumaseba e miz Ebrel 1969[4],[5]. Dilojañ a ra ar familh e Tokorozawa er prefeti Saitama e 1970[5]. Kuitaat a raio e wreg he labour evit ober war-dro ar baotred.

Er memes tro, Miyazaki a labour war heuliennoù skinwel : Mahotsukai Sally, Himitsu no Akko-chan' ha kregiñ a ra d'ober mangaioù. Sabaku no Tami a vo embannet etre miz Gwengolo 1969 ah miz Meurzh 1970 e Shōnen Shojo Shinbun dindan an anv-pluenn Akitsu Saburo.

Kemer a ra perzh e 1970-71 da luskad ur film savet gant Okeda Horoshi, Dobutsu takarajima[7], savet diwar ar romant Treasure Island anavezet mat skrivet gant Stevenson e-lerc'h ma vez gwelet un dudenn ouzhpennet diwar c'hoant Miyazaki : Cathy, ur plac'h yaouank gant blev ruz gwisket e glas, hag a vo gwelet meur a-wech e stummoù disheñvel.

Goude Toei/A-raok Ghibli

kemmañ

E 1971, mont a ra kuit Miyazaki eus ar studio Toei ha mont a ra gant Isao Takahata ha Yoichi Kotabe er studioioù A-Pro[3].

Mont a ra gant Yutaka Fujiota (prezidant Tokyo Movie) e Sveden evit klask kaout ar gwirioù a-benn sevel ur film evit Pippi Långstrump (Nagakutsushita no Pippi), dre m'o doa dija savet storyboardoù evito, hag evit eskemm gant skrivagnerez al levr, Astrid Lindgren. Ne deuont ket a-benn da gaout ar gwirioù ha nullet eo ar raktres.[5],[6]. Ar veaj-mañ a vo an hini kentañ e-maez Japan, ha gweledva Skandinavia a vo implijet en e filmoù, e-barzh Majo no takkyūbin da skouer, lec'h m'eo diazezet neuz Koriko war Stockholm[8].

Gweladenniñ a ra ivez kalzig a lec'hioù e Tokyo o klask ur savadur nevez evit ar studio.

An triad Miyazaki, Takahata, Otabe a aozo meur a lodennoù evit an heulienn japanat Rupan sansei hag ar film berr Panda Kopanda. E 1973, an heulienn Panda Kopanda, amefuri sakasu no maki a zeuio maez hag adkavet e vez dija e dremm ar panda, tresoù Tototro.

E miz Even 1973, an triad a za kuit eus A-Pro evit Zuiyo Pictures, ur stusio ezel eus Nippon Animation[3],[5]. Labourat a reont e-pad pemp bloaz war ar World Masterpiece Theater (世界名作劇場 Sekai meisaku gekijō, pe Meisaku hepken), heulienn japanat awenet gant romantoù europa, hag evit al lodenn brasañ treuzkaset e Bro-C'hall.

E 1978, Miyazaki en deus kroget d'ober war-dro al lodenn aozañ. Sevel a ra neuze un heulienn 26 lodenn a 26 munutenn pep hini anvet Mirai shōnen Conan (Conan, mab an dazont). An heulienn-se diazezet war ar romant evit ar vugale The Incredible Tide gant Alexander Key, a gomz eus temoù tost d'ar re a vo e-barzh Naushika (bed post-apokaliptek, kudennoù ekologel) pe Laputa ha kinnig a ra ar c'hentañ mekanikoù nij krouet gant Miyazaki.

Ar memes bloavezh, ur reporter yaouank - Toshio Suzuki - lakaet da labourat en ur gazetenn nevez, Animage, a galv Takahata evit komz dezhañ eus Taiyo no oji : Horusu no daiboken, dre ma oa e soñj skrivañ ur pennad war-c'horre evit e rubrikenn. Takahata a gomzo dezhañ e-pad un eur, hep menegiñ Taiyo no oji, dre ma gomz eus ar raktresoù nevez savet. Reiñ a ra ar pellgomz da Miyazaki, a gomz dezhañ eus Taiyo no oji hag a goulenn c'hwezek pajenn e Animage. Suzuki ne menego hini ebet eus an daou en e bennad, met na zisoñjo ket anezho. Diwezhatoc'h e vo produktour e penn ar Studio Ghibli ha mignon gant Miyazaki[1].

E 1979 ez a er Tōkyō Movie Shinsha. Ar memes bloavezh, embann a ra e c'hentañ film aozet gantañ : Rupan sansei: Kariosutoro no shiro. Deuet eo ar film-se da vezañ ur c'hlasel ha merkout a ra ul lodenn pouezhus e red-micher Miyazaki. Suzuki ha Miyazaki a gej evit ar wech kentañ. Miyazaki a ra evel ma ne vefe ket amañ ha nac'h a ra zoken bezañ kemeret e foto gantañ. Daoust d'an darvoud-se, Suzuki a gendalc'ho da skrivañ war labour Miyazaki e-barzh Animage[1].

Ar bloavezh goude, Miyazaki a labour evit Telecom Animation Film ha kemer ar ra perzh kelenner an animatourien nevez. D'ar memes c'houlz e aoz al lodennoù 145 ha 155 evit an heulienn Rupan sansei hag implij a ra Telecom, anv an embregerezh, evel anv-pluenn[5].

Berzh Nausicaä ha bloavezhioù Ghibli

kemmañ

E 1982, aozañ a ra c'hwec'h pennad kentañ evit an heulienn Sherlock Holmes (hag a vo skignet e 1984–85) e kenproduadur gant ar skinwel italianeg Rai. An heulienn-se a gont troioù-kaer Sherlock Holmes gant loened antropomorfek.

D'ar mare-se eo e raio anaoudegezh da vad gant Suzuki, o komz dezhañ eus e soñjoù raktresoù evit an dazont. Kinnig a ra hemañ sikour anezhaén o kregiñ gant Kaze no Tani no Naushika. Narch'et e vez dezhañ gant ur bern produerien, a c'houlenne d'ar c'houlz-se mangaioù pe sonerezh a-raok asantién ur raktres. Ne ziskalon ket Suzuki, h alakaat a ra e Animage Naushika e stumm manga. Ar manga a raio berzh ha dilennet eo manga karetañ lennerien Animage ar bloaz goude[1]. Embann a ra ivez Miyazaki Shuna no tabi, ur manga tost a-walc'h ouzh Mononoke Hime.

E 1983, ar raktres ober ur film gant lodennoù kentañ Naushika a zo lañset. Dre ma z'eus dale gant ar produadur, embannet e vez un destennig e Animage evit klask war-lerc'h animatourien all. Hideaki Anno (hag a zo anavezztoc'h evit e labour war Neon Genesis Evangelion), a responto d'ar galv ha kemeret e vo diouzhtu evit labourat war lodenn pouezhusañ ar film dre m'eo Miyazaki bammet gant talvoudegezh e labour. E miz Du 1984 e teu maez ar film er salioù Japanat. Bez e vo lostoù hir dirak sinemaioù ar vro.[1].

A-drugarez da berzh ar film Naushika e savo Miyazaki e 1985 ar studio Ghibli (diazezet e karter Sunigami, e Tokyo), gant Isao Takahata. Er batimant e oent abaoe miz Ebrel 1984[5]. Berzh ar film ha savidigezh ar studio a gemer plas en ul lodenn diaes eus buhez Miyazaki dre m'eo marvet e vamm ur bloaz a-raok embannadur ar film, e miz Gouere 1983, d'an oad a 71 bloaz[5].

Kemer a ra Miyazaki an diviz d'ober dresit-holl tresadennoù-bev hir, pdaoust ma vez kavet dreist-holl e Japan heuliennoù hag OAVoù. Produiñ a ra neuze tresadennoù-bev gant ur frekañs izeloc'h, met gant un dalvoudegezh brasoc'h. Kentañ raktres ar studio a zo ar film Tenkū no shiro Rapyuta a vo embannet e miz Eost 1986.

 
Adsavadur e ment gwirion eus ti Sasuki ha Mei e-barzh Tonari no Totoro

Anavezet e vo muioc'h c'hoazh gant embannadur e 1988 eus Tonari no Totoro. Ar film a raio berzh e Japan ha lodenn vrasañ ar Japaniz a anavez hiziv an deiz tudenn Totoro, a zo deuet da vezañ arouez ar studi Ghibli. Ar ganaouenn digoradur, kanet gant Azumi Inoue, a zo ivez ur ganaouenn desket alies gant ar bugale Japanad er skol-vamm. Hogen, pa gomz Toshio Suzuki eus ar raktres da produerien Tokuma evit ar wech kentañ e 1986, nac'het e vo diouzhtu. Ar memes-tra eo bet pa voe klasket un eil wech, o strollañ Totoro (aozet gant Miyazaki) gant Hotaru no Haka (gant Takahata). Al labour war an daou film a grog pa roio sikour embanner Hotaru no Haka d'ar studio. Labourat a raio ar studio war an daou film d'ar memes tro. Kement-se a vo daou vloavezh diaes evit Miyazaki hag e skipailh, a ranke plijout da daou ti-embann d'ar memes tro (Totoro o vezañ ivez diazezet war ul levr, evit ar vugale) hag ober gant daou skipailh animatourien[1].

Un nebeut goude embannadur ar filmoù-se, Miyazaki a azez dirak un ti-gar un devezh pad evit sellet eus fiñv brozhoù ar merc'hed o tremen. Ar pezh en deus gwelet a vo diskouezhet en e film Majo no takkyūbin, dre m'he deus an harozez ur vrozh du sorserez. Berzh a raio ar film. Diazezet war levr Eiko Kadono, en em gavout a raio e kentañ plas ar box-office Japanad er bloavezh 1989, o rastelañ 2 170 milion yen hag o desach 2 604 619 den[1].

Suzuki, mignon bras da Miyazaki ha Takahata, a labour evit ar studio goude Majo no takkyūbin ha dont a ra da vezañ produour adalek ar film da c'houde, Omohide Poro Poro[1].

Bevañ a ra ar studio amzerioù diaes e-pas produadur Majo no takkyūbin. Daoust da se, boujedenn ar film a oa an doubl eus hini Totoro, kalite ar skeudennoù a oa gwelloc'h, an animatourien a c'houneze nebeutoc'h e-keñver al labour graet. Paeet e oent d'ar pezh, dre skeudennoù pe tresadennoù, o c'hounez war-dro kant mil yen dre miz. Evit chom hep ma varfe ar studio, Miyazaki ha Suzuki o deus divizet enbarzhiañ o labourerien dre vac'had er studio, evit gellout stummañ animatourien all. Miyazaki a soñj en ur steuñvig simpl evit ar studio : krouiñ un en-dro labour dereat evit stummañ hag henchañ an animatourien yaouank.[1] (Lodenn vrasañ an animatourien a zo etre 18 ha 25 bloaz[9]).

E 1992 e embanno ar studio ar film Kurenai no Buta(anavezet ivez evel Porco Rosso), a gont istor ur goprsoudard italian bet treuzfurmet e pemoc'h, blenier dournijerez er mor Adria er bloavezhioù 1920. Ar film-se a zo disheñvel eus filmoù boas Miyazaki, dreist-holl dre ma vez kavet un haroz gour hag un istor lec'hiet en ul lec'h gwirion.

E memes devezh ha embannadur Porco Rosso ez eo igoret burevioù nevez ar Studio Ghibli e banlev kornog Rokyo[1].

E 1994 ez eo embannet Pompoko, eus Takahata, a ra berzh a-drugarez d'an harozed hanter-rakoun, hanter-broc'h.

Emglev gant Disney ha berzh etrevroadel

kemmañ

E 1996 e vez sinet un emglev etre Walt Disney Company hag ar Studio Ghibli, hag a stummo ar strollad Disney-Tokuma, karget da dasparzhañ filmoù Ghibli (e diavaez an DVDoù) er bed, o kontaén ar Japan, met ket peurest Azia[10]. D'ar c'houlz-se, Miyazaki en doa diaesterioù da choaz etre daou raktres, ha lâret en deus da Suzuki en doa c'hoant ober an daou er memes koulz. Ar raktresoù a oa Boro ar viskoulennig, istor beaj ur viskoulenn betek ar wezenn e-kichen, ha Mononoke Hime. Suzuki a gendrec'h anezhañ d'ober Mononoke a-raok , dre ma z'eo diaesoc'h ober filmoù birvidik tremenet un oad. Miyazaki en doa neuze 54 bloaz. Marteze e oa e chañs ziwezhañ aozañ ur film evel Mononoke.[1] Miyazaki a heuil kinnig e mignon hag embann a ra Mononoke Hime e 1997.

Ar film a zo diskleriet evel film diwezhañ Miyazaki gant ar c'hazetennoù goude un emvod kelaouiñ lec'h m'en deus lâret Miyazaki "D'am soñj ez eo ar film diwezhañ a rin en doare-mañ". Plijout a ra da Miyazaki bezañ aze evit holl pazennoù krouadur e filmoù hag o wiriañ pep tresadenn, un dre un, ar pezh en deus graet evit pep film. Mononoke a lako anezhañ da vezañ skuizh e-pad daou vloaz. E oad ne aotree ket anezhañ da kemer kement a perzh en e raktresoù. Lâret en deus e teue da vezañ gwen e zaoulagad ha gorrek e zaouarn ; ne gred ket e c'halfe ober pep tra evel a-raok. Ar c'hazetennoù a ra hep fin e frazenn ha diskleriañ a reont leve Miyazaki.(en) The future -- Is Miyazaki retiring? Nausicaa.net</ref>.

Ar film a zo kemeret evel ur bennoberenn ha berzh Miyazaki a gresk fonnus kement el live broadel hag etrevroadel. Dasparzhet eo e meur a vroioù, Bro-C'hall en e zouezh (e 2000) gant Miramax (Disney) a c'houlenno da Hayao troc'hañ ar film evit an embannadur etrevroadel. Nac'h a raio Miyazaki. Ur berzh vras a lako ar film kentañ er box-office japanat, o tipaseal E.T. the extra-terrestrial gwelet muioc'h eget trizek million gwech (dipaset e vo goude gant Titanic).

Miyazaki a za kuit eus ar studio Ghibli d'ar 14 a viz Genver 1998 evit sevel ur framm nevez : Butaya (Ti ar pemoc'h, e-kichen ar studio Ghibli. Adalek ar mare-se, Miyazaki en deus diskleriet e "leve" e fin pep hini eus e filmoù, met hep dont a-benn : dirak ar goulonder stalie goude marv Yoshifumi Kondō, ar 16 a viz Genver 1999, Miyazaki a zeu en-dro er studio Ghibli evel shochō (ar pezh a dalv tamm-pe-damm "penn ar servij").

Goude ur hir mare a vakaénsoù e gej gant merc'hed ur mignon ; unan anezho a aweno anezhañ evit e film Sen to Chihiro no Kamikakushi. E 2001, Miyazaki a echu aozadur ar film ha diskleriañ a ra, e-pad un emvod kelaouiñ, ez eo e film diwezhañ. Ar film-se a vo berzh brasañ e bro Japan (o vont dreist da Titanic) gant 23 milion a dont e-barzh[11], hag a vo ivez gwelet mat er bed a-bezh o c'hounezout ur bern prizhioù (en o-zouez an Arzh Aour e Berlin, ar wech-kentañ evit un dresadenn-vev, hag Oscar an dresadenn-vev wellañ e 2002).

Ar memes bloavezh e vo igoret ar mirdi Ghibli e karter Mitaka e kornog Tokyo[1].

E 2003 ez eo embannet Neko no ongaeshi, a vo produet gant Hiroyuki Morita, ha fin 2004, Hauru no Ugoku Shiro embannet e Japan. Kont a ra istor ur plac'h yaouank treuzfurmet e maouez kozh. Awenet eo bet Hayao gant ur romant Diana Wynne Jones anvet Howl's Moving Castle.

Gounez a raio ul leon aour evit e red-micher a filmaozour e Mostra Venizia e 2005. E-pad un emvod kelaouiñ, diskleriañ a ra : "N'on ket bet gwall entanet er penn-kentañ dre ma seblante bezañ ur priz evit ar re gozh. Met lâret eo bet din ez eo bet roet ar peiz-maén da tud a oa atav oberiant, evel Eastwood, neuze 'm eus asantet anezhañ. C'hoant am eus krouiñ filmoù a ro awen d'ar vugale."

E 2008 e embann ar film Gake no ue no Ponyo, a kont troioù-kaer ur paotrig pemp bloaz hag ur priñsez pesk ruz c'hoant ganti bezañ un den. Ar film-mañ a merk ur kemm pouezhus a neuz grafek dre ma 'z eo graet an tresadennoù e pastel hag ar CGI n'eo ket bet implijet. Toshio Suzuki en deus lâret ez vez « 70 % da 80 % eus ar film a dremen er mor ». Deuet eo ar film er-maez e miz Gouere 2008 e Japan ha skignet e-pad ar Mostra di Venezia 2008 evit an arvesterien european.

Filmadurezh

kemmañ

Animatour

kemmañ

Filmaozer

kemmañ

Gourseller

kemmañ

Produer

kemmañ

Senarier

kemmañ

Loreadeg

kemmañ

Levrioù

kemmañ

Daveoù

kemmañ
  1. 1,00 1,01 1,02 1,03 1,04 1,05 1,06 1,07 1,08 1,09 1,10 ha1,11 (ja)(fr) La naissance du Studio Ghibli, teulfilm skignet d'ar 5 a viz Gouere 1998 war Nihon TV. Bonus an DVD Kaze no Tani no Naushika.
  2. (en) Hayao Miyazaki: In an era of high-tech wizardry, the animé auteur makes magic the old way, Time Asia, 13 a viz Du 2006
  3. 3,0 3,1 3,2 ha3,3 (en) Buhezskridig war Nausicaa.net
  4. 4,0 4,1 4,2 4,3 ha4,4 (en) Details about Miyazaki
  5. 5,00 5,01 5,02 5,03 5,04 5,05 5,06 5,07 5,08 5,09 5,10 5,11 5,12 5,13 ha5,14 (en) Steven Feldman, Hayao Miyazaki Biography, Revision 2, 24 juin 1994, Nausicaa.net
  6. 6,0 6,1 6,2 ha6,3 (en) Helen McCarthy, Hayao Miyazaki: Master of Japanese Animation, Stone Bridge Press, 1999, (ISBN 1880656418)
  7. 7,0 7,1 7,2 ha7,3 (en) Les films de Miyazaki antérieurs à la création du studio Ghibli
  8. (en) FAQ: Kiki's Delivery Service
  9. (en) An Interview with Hayao Miyazaki, kazetenn Protoculture Addicts, n°12, 1992
  10. (en) The Disney-Tokuma Deal
  11. Produadur Chihiro, Buta-connection.net
  12. An den hag a dres ar skeudennoù a vank etre div stad pouezus ur fiñvadenn.

Liammoù diavaez

kemmañ
  日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける