Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Mononoke Hime
Filmdata
Titl orin Mononoke Hime
Bro produiñ Japan
Deuet er-maez 12 a viz Gouere 1997
Yezh orin Japaneg
Padelezh (PAL-DVD) : 134 mn munutenn
Skigner Banniel Japan Japan : Toho
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet : Miramax Films
Boujedenn 2.35 million yen
23.5 million $
Korvoder gros 15.9 million yen
159 million $
Pare
Filmaozer Hayao Miyazaki
Produer Toshio Suzuki
Skrivagner Hayao Miyazaki
Sonerezh Joe Hisaichi
Rener al luc'hskeudenniñ Atsushi Okui
Frammer Takeshi Seyama
Aktourien

Yōji Matsuda
Yuriko Ishida
Yūko Tanaka
Kaoru Kobayashi

Mononoke Hime (japaneg : もののけ姫, lenn. "priñsez ar speredoù veñjer") a zo un dresadenn-vev japanat aozet gant Hayao Miyazaki, embannet d'an 12 a viz Gouere 1997 gant ar studio Ghibli. Anavezet eo ivez ar film gant an anv Princess Mononoke e saozneg.

Istor kemmañ

Lodennoù pouezus eus an istor a zo meneget aze.

Ashitaka, priñs eus ur meuriad bet diskaret gant an impalaer, a rank mont kuit eus e geriadenn abalamour d'un droukspered en deus miliget anezhañ. Kejañ a raio gant Lady Eboshi, mestrez war ur govel, hag he enebourez, ar priñsez Mononoke, bet desavet gant bleizi. En em gavout a ra neuze ar prins en un emgann didruez etre an industriezh ha doueed an natur, padal eo ret dezhañ, hervez komzoù ar shaman, sellet ouzh ar bed gant ur sell hep kasoni. Klask a raio neuze lakaat ar peoc'h etre ar c'hoadeier hag an dud.