Walt Disney
Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Walt Disney |
Anv ganedigezh | Walter Elias Disney |
Anv-bihan | Walter, Elias, Walt |
Anv-familh | Disney |
Lesanv | Disney, Walter Elias |
Deiziad ganedigezh | 5 Kzu 1901 |
Lec'h ganedigezh | Chicago |
Deiziad ar marv | 15 Kzu 1966 |
Lec'h ar marv | Burbank |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | circulatory collapse |
Lec'h douaridigezh | Forest Lawn Memorial Park |
Tad | Elias Disney |
Mamm | Flora Call Disney |
Breur pe c'hoar | Roy O. Disney |
Pried | Lillian Disney |
Bugel | Diane Disney Miller |
Familh | Disney family |
Yezh vamm | saozneg SUA |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg, saozneg SUA |
Yezh implijet dre skrid | saozneg SUA |
Tachenn labour | Lennegezh krennarded |
Bet war ar studi e | Kansas City Art Institute, McKinley High School, Central High School |
Lec'h annez | Kansas City, Los Angeles, Marceline, Chicago |
Deroù ar prantad labour | 1920 |
Dibenn ar prantad labour | Du 1966 |
Strollad politikel | Strollad Republikan, Strollad Demokratel |
Relijion | Congregational churches |
Kleñved | krign-bev ar skevent, dyslexia |
Brezel | Brezel-bed kentañ |
Filmography | Filmadurezh Walt Disney |
Oberenn heverk | Mickey Mouse |
Tachenn | family film, tresadennoù-bev |
Levezonet gant | Aesop's Film Fables |
Deskrivet en URL | https://missouriartists.org/Person/MOREM101/ |
Rummad tost | Category:Films directed by Walt Disney, Category:Films produced by Walt Disney |
Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer |
Teuliad arzour e | Frick Art Research Library, Smithsonian American Art and Portrait Gallery Library |
Documentation files at | SAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts |
Walt Disney a voe ganet d'ar 5 a viz Kerzu 1901 e Chicago e SUA, ha mervel a reas e Los Angeles d'ar 15 a viz Kerzu 1966 da 65 bloaz. E anv gwir a oa Walter Elias Disney, Elias a oa anv-bihan e dad ha Walter hini ur mignon bras d'e dad Walter Parr, a oa beleg hag en doa badezet anezhañ d'an 8 a viz Even 1902. Pevare mab Elias Disney ha Flora Call e oa. Ganet e oa en un tiegezh izelek, tri breur brasoc'h evitañ en devoa hag ur c'hoar daou vloaz yaouankoc'h evitañ. E-pad e grennardiezh ne rae nemet labourioù bihan a-hed an hañv hag un darempred bihanik e oa gant ar Chicago Art, met ne oa ket tonket tamm ebet d'ar vrud. Anvet e oa evel kenderc'her, sevener ha leurenner tresadennoù-bev evit arvesterien liesseurt-tre. Un den dedennet-tre gant e vicher, gouestlet en deus e vuhez d'e arvesterien ha d'e zudennoù ken disheñvel an eil d'egile. E penn ar firm etrevroadel Walt Disney Company edo. Krouet gantañ e 1923 ha chomet en e benn betek e varv, ez eas war-gresk an embregerezh betek dont da vezañ unan eus produerien filmoù pennañ. Eñ hag an dud a laboure gantañ o deus krouet ul lodenn vras eus tudennoù azeul bed an tresadennoù-bev. Unan anezho a zo soñjet evel un dudenn hag a skeudenn Walter Elias Disney en e berzh : Mickey Mouse. Laosket en deus ur vrud hag un azeulerezh eus e labour war e lerc'h ha c'hoazh war-lerc'h e varv e chom roue war rouantelezh an tresadennoù-bev. Bevet en deus Walt Disney diwar e entan, hag en deus lakaet anezhañ da grouiñ bedoù burzhudus gant o zudennoù ken ispisial, peadra da lakaat an holl da huñvreal.
Buhez
kemmañBugaleaj ha Krennardiezh
kemmañGanet eo Walter Elias Disney d'ar 5 a viz Kerzu 1901 e Chicago. Walter a zo anv ur mignon bras d'e dad, beleg anezhañ, hag e vadezas d'an 8 a viz Even 1902. Elias a zo anv e dad. Pevare mab Elias Disney ha Flora Call e oa. Herbert Disney, Raymond Disney, ha Roy Disney a oa e dri breur henañ, ha Ruth Flora Disney a oa e c'hoar yaouank. Ganet e oa en ur familh izelik, e dad a oa kalvez. Bevañ a rae an tiegezh diwar e c'hopr nemetken. Flora Call a skolaerez hag Elias Disney a oa e-penn un embregerezh bihan e gennad ar sevel-tiez. E 1906 a-gaost d'un enkadenn ekonomikel ne c'hell ket mui derc'hel e embregerezh hag a ra evel-henn freuz-stal. Rediet eo neuze ar familh hag a veve e kêr, da zilojiñ war ar-maez, en un atant e Marceline (Missouri). E-pad ar bloavezhioù da heul e labouro Elias en atant.
Da eizh vloaz ez eas d'ar skol evit ar wech kentañ e Marceline. Ne oa ket aet d'ar skol abretoc'h a-benn mont di er memes koulz evit e c'hoar Ruth. Dedennet eo Walt gant an tresañ dija hag e tenn splet eus e amzer vak evit tresañ. E 1909 eo gwerzhet an atant rak klañv eo Elias ha ne c'helle ket mui dougen labourioù an atant war e choûk. Neuze e vev ar familh en un ti feurmet betek 1910. Pa zilojont e Kansas City a-benn adkavout daou eus breudeur Walt, Herbert ha Raymond. Eno e labouras Elias en un embregerezh dasparzh kazetennoù, ha sikouret e voe gant Walt ha Roy po devoa amzer vak, evit pourveziñ ezhommoù an tiad. E 1917, e tistro Walt hag e familh da Chicago e lec'h ma labouras eñ e-giz gwerzher fiñv en trenioù. Eno e krogas ivez gant kentelioù tresañ kaset da benn gant Leroy Gosset, hag a oa un tresour flemmus. Pa zegouezhas an Amerikaned er brezel bed kentañ e 1917 e falsas Walt e oad evit gellout mont da Europa gant an arme evel klañvdiour. E 1919 e tistroas da g/Kansas City, hag eno e kavas ul labour en ur studio bruderezh hag e kejas gant 'Ub Iwerks', un tresour. War-lerc'h o zaol kaer er studio e voe gourc'hemennet an daou zen gant un Academy Award. War-lerc'h bezañ bet labouret evit 'Kansas City Film Ad' e krouas e embregerezh Laugh-O-Grams. Poan e devoa ar skipailh da werzhañ e labour. Freuz-stal a reas ar studio ha distreiñ a reas Walt da Los Angeles davet e vreur, Roy.
Deroù ar studioioù
kemmañSevel a reas Walt ur studio bihan e karrdi e eontr, e Hollywood. Eno e veze embannet rummadoù Alice's Wonderland, a oa ur mennozh eus Walt abaoe un neubeut bloavezhioù dija. Ur vrud krenn a oa bet gant ar rummad-se. Labourat a rae gant ur skipailh, anezho Lilian Bounds a euredas e miz gouere 1925. Er memes mare ez ae ar studio war-vrasaat, hag en em stalias en ur savadur wir. E 1927 e paouezas gant ar rumm Alice's Wonderland. Met ur gudenn velestradurel diwar-benn ur c'hevrat a savas etre Charles Mintz, un den karget a gefridi, ha Walt Disney. Charles Mintz a gemeras, a-benn ar fin penn holl raktresoù an embregerezh. Neuze e kuitas Walt an embregerezh hag e tistroas e California gant e wreg Roy hag Ub Iwerks. Ar vojenn a gont edo en tren evit distreiñ eno, war lerc'h bezañ kuitaet Charles Mintz fuloret, e tresas ar Mickey Mouse gentañ, da gentañ anvet Mortimer Mouse. E 1927 e vezas embannet evit ar wech kentañ ur film gant mouezhioù anvet The Jazz Singer, adalek ar mare-se en devoa komprenet Walt e oa ret dezhañ, m'en devoa c'hoant brudañ e labour, lakaat mouezhioù war e dresadennoù. Neuze e tivizas Walt reiñ e vouezh da V/Mickey. E 1931 e vez priz un dresadenn-vev e munutenn tost da 13.000$.
Ar vrud en he ferzh
kemmañEr bloavezhioù 30 e oa deuet Walt Disney da vezañ un dudenn arouezel ha brudet er bed a-bezh. Alies e oa keñveriet gant Charlie Chaplin ha diskrivet evel ur mailh war ar sinema. Daoust ma oa hollvrudet Walt Disney hag e embregerezh e chome atav diloc'h ha ne lakae ket tout ar mennozhioù hag al labour war e gont. E 1931 e tivizas Disney e oa ret da dresourien an embregerezh gwellaat o live ha neuze e kasas anezho d'ar Chouinard Art School. E 1932 Art Babbit a gendrec'has anezhañ e vefe gwelloc'h aozañ ar c'hentelioù er studio, ar pezh a voe lakaet e plas en ur grouiñ an Disney Art School d'ar 15 a viz Du 1932. Er mare-se, e kinnigas Disney e raktres da sevel Gwennerc'h hag ar seizh korrig. Ur film hir e oa, neuze e strishaas al labour hag e klaskas gwellaat anezhañ,a-benn kaout ur skipailh hag ur studio gouest da dremen eus filmoù berr, eizh munutenn, da filmoù hir. Er memes mare e vrasaas tiegezh Walt Disney gant e verc'h henañ, Diane Marie Disney ganet d'an 18 ar viz Kerzu 1933 hag e eil verc'h Sharon Mae Disney ganet d'an 21 a viz Kerzu 1936. Adalek 1942 e oa empleget ar Stadoù-Unanet er brezel-bed penn-da benn, ar pezh a lakae diaes ar studioioù dre ma veze reduet an niver a implijidi, hag a-gaoz d'an enkadennoù e oa difennet sevel filmoù hir ha koustus. "Levr ar Jañglenn" a voe ar film diwezhañ sevenet gant Walt Disney. E 1966 e tisklêrias ur medisin e voe tapet Walt Disney gant krign-bev ar skevent dre ma oa ur butuner bras. Dre ma oa avañset-tre ar c'hleñved e voe tennet ur skevent digantañ. 6 sizhunvezh war-lerc'h, d'ar 15 a viz Kerzu, e varvas en e gambr en Ospital Sant-Josef e Burbank, a-dal d'ar studio savet gantañ. Douaret e voe e bered Forest Lawn Memorial Park e Glendale e California.
Walt disney company
kemmañKrouet e oa bet ar Walt Disney Company e 1923, gant Walter Elias Disney hag unan eus e dri breur brasoc'h Roy Oliver. Er penn kentañ o devoa krouet ur studio produiñ filmoù: an Disney Brothers Studio, staliet e karrdi o eontr Robert. Produet o devoa e-pad 3 bloaz un nebeud rannoù eus ur rummad skinwel anvet Alice Comedies , a voe skignet er skinwel. N'eo nemet adalek 1929 ma vezas anvet ar studio : Walt Disney Productions, hag adalek 1986 : Walt Disney Company. Ar film hir kentañ a vezas kaset da benn adalek 1932 a oa Gwennerc'h hag ar seizh korrig. Tri bloaz e padas savidigezh ar film, hag a verkas penn kentañ brud ar studioioù Disney en o ferzh. War-lerc'h e voe kaset da benn ar filmoù Pinocchio ha Fantasia, hag a oa bet aozet evit advrudañ Mickey. Dre ma n'o devoa ket ar filmoù-se graet berzh e voa sevenet Dumboevit adtapout al live. Da heul etre 1950 ha 1953 e sevenas-eñ tri film, Cendrillon hag a blijas d'an holl, Alice e Bro ar Marvailhoù, hag a oa bet ur c'hwitadenn, ha Peter Pan a ziskoueze e oa gwellaet live labour an dresourien hag ar skipailh produiñ a-bezh. D'ar 17 a viz Gouere 1955 e oa bet digoret ar park Disneyland kentañ e Anaheim e California. Pa oa an embregerezh en e varr, e oa frouezhus ar mennozhioù nevez gant Walt Disney hag e skipailh; c'hoant o devoa kas an embregerezh d'ar pep gwellañ. Kalz a vennozhioù parkoù all a oa gante. Ar c'hoant a oa gant Walt Disney sevel unan bedel, met mervel a reas a-raok bezañ kaset da benn ar raktres hag en devoa frouezhet e-pad meur a vloavezh en e benn. Hiziv an deiz eo deuet Walt Disney Company an hini kentañ war marc'had an dudi kleweled er bed, hag ar parkoù a zo eus ar re ar muiañ gweladennet.
Skeudenn Disney hiziv an deiz
kemmañWar-lerc'h toud ar pezh a zo bet savet gant Walt Disney, etre ar studioioù, an tudennoù, ar bedoù marvailhus, hag e vrud etrevroadel, ne chom nemet d'an heuliadenn kenderc'hel war an hent-se. An holl raktresoù posupl a oa bet raksoñjet gant Walt Disney. Laosket en deus ur skeudenn a vadelezh burzhudus en e geñver hag hini e dudennoù karet. Ar gras-vat laosket war Walt Disney a zo arouez ul labour entanet ha spis, kaer ha dudius, peadra da lakaat ar sellerien da hunvreal en ur bed all.
Filmoù savet gant Walt Disney
kemmañ- 1923 da 1927 : Alice Comedies (Rummad Skinwel)
- 1927 : Oswald the Lucky Rabbit (Rummad Skinwel)
- 1928 : Steamboat Willie (Film Berr)
- 1929 : Silly Symphonies (Rummad Skinwel)
- 1936 : The Country Cousin (film, 1936)
- 1937 : Snow White and the Seven Dwarfs
- 1940 : Pinocchio
- 1940 : Fantasia
- 1941 : The Reluctant Dragon
- 1941 : Dumbo
- 1942 : Saludos Amigos (film, 1942)
- 1942 : Bambi
- 1943 : Der Fuehrer's Face
- 1943 : Victory Through Air Power
- 1944 : The Three Caballeros (film, 1944)
- 1946 : Song of the South
- 1946 : Make Mine Music
- 1948 : So Dear To My Heart
- 1949 : The Adventures of Ichabod and Mr. Toad
- 1950 : Cinderella
- 1950 : Treasure Island
- 1951 : Alice in Wonderland
- 1953 : Peter Pan
- 1954 : 20 000 Leagues Under the Sea
- 1955 : Lady and the Tramp
- 1959 : Sleeping Beauty
- 1961 : One Hundred and One Dalmatians
- 1963 : The Sword in the Stone
- 1964 : Mary Poppins
- 1967 : The Jungle Book