Pippi Långstrump
Pippi Långstrump (Pippi hir he loeroù) zo ur plac'hig hag a gaver e romantoù ar skrivagnerez svedek Astrid Lindgren (1907-2002), hag er filmoù niverus savet diwarno. E Breizh n'anavezer anezhi nemet en hec'h anv gallek, Fifi Brindacier, rak n'eo ket troet nag al levrioù nag anv ar bugel en hon yezh.
Orin
kemmañPippi zo bet anvet gant Karin, merc'h Astrid Lindgren, pa oa nav bloaz, hag e c'houlenne digant he mamm sevel un istor, un deiz ma kave hir hec'h amzer er gêr dre ma ne oa ket skol.
Levrioù
kemmañTri romant zo:
- Pippi Långstrump,1945 - (Fifi Brindacier, e galleg)
- Pippi Långstrump går ombord, 1946 - (Fifi en bateau) -
- Pippi Långstrump i Söderhavet, 1948 - (Fifi dans les mers du sud)
Levrioù skeudennet zo bet a-hend-all e saozneg ha yezhoù all savet diwar pennadoù eus ar romantoù.
Ar bugel
kemmañNav bloaz eo Pippi, ar plac'h dinec'h ha dichipot, ha nerzh he deus ken e c'hall sevel ur marc'h gant un dorn. Goap a ra ouzh an dud vras, ha c'hoari troioù kamm dezho. Kement-se a blij d'ar vugale, ha pell emaomp eus bed Kontez Ségur. Evel Peter Pan, Pippi ne fell ket dezhi bout bras. Evel kalz bugale, ne fell ket dezhi mont d'ar skol.
An anv e yezhoù all
kemmañTroet eo bet levr Astrid Lindgren en un 70 yezh bennak.
|
|