Hauru no ugoku shiro

sinema

Hauru no ugoku shiro (ハウルの動く城 "Kastell-fiñv Hauru") zo ur film bevaat japanat sevenet e 2004 gant Hayao Miyazaki evit ar Studio Ghibli, azasaet diwar Howl's Moving Castle, ur romant gant ar Saozez Diana Wynne Jones e 1986.

Kontañ a ra istor Sophie, ur plac'h 18 vloaz, zo milliget gant Sorserez al Lanneier goude bezañ en em gavet gant Hauru, ur paotr yaouank a fell dezhañ chom dizalc'h en ur vro tapet en ur brezel kriz. Sophie a zeu da vezañ ur vaouez 90 vloaz ha mont a ra da chom da gastell Hauru evit diskoulmañ ar sekredoù a zo kaoz dezhi ha da Hauru bezañ milliget.