Anna Campbell
Anna Montgomery Campbell, bet ganet e 1991 ha marvet d'ar 15 a viz Meurzh 2018[1], a oa ur soudardez saoz eus Lewes, East Sussex, a oa bet o stourm gant an YPG (Yekîneyên Parastina Gel, "Unvezhioù difenn ar bobl") e Siria. Hêlîn Qereçox e oa he anv er brezel.
Plomerez e oa a-raok mont da Siria e miz Mae 2017, oadet a 26 vloaz[2]. Stourmet he devoa da gentañ evit dieubiñ Deir ez-Zor diouzh ar Stad Islamek. Pa voe kroget an argadenn war Afrin gant Turkia he c'houlennas mont di. Cheñch a reas liv he blev rak gant he blev melen e oa re aes gwelet e oa-hi a orin estren.
Lazhet eo bet gant ur fuc'hell durk e-kerzh an Argadenn a-enep Afrin, e Siria. Bez' e voe ar c'hentañ maouez a orin saoz o vervel e-kerzh ur gad e-mesk ar Gurded[3].
An YPG a zisklêrias :
- Our British comrade Hêlîn Qereçox (Anna Campbell) has become the symbol of all women after resisting against fascism in Afrin to create a free world. We promise to fulfill Şehîd Hêlîn’s struggle and honour her memory in our fight for freedom
- "Hor c'hamaladez vreizhveurat Hêlîn Qereçox (Anna Campbell) zo aet da arouez an holl vaouezed goude endevout herzet ouzh ar faskouriezh en Afrin evit krouiñ ur bed dieub. Prometiñ a reomp echuiñ stourm an itron Hêlîn hag enoriñ an eñvor anezhi en hor c'had evit ar frankiz."
Notennoù
kemmañ- ↑ (fr) Le Télégramme, 19/03/2018
- ↑ (en) BBC, 19/03/2018
- ↑ (en) The Guardian, 19/03/2018