Anne-Louise de Domangeville
Anne-Marie-Louise-Jeanne Thomas de Domangeville, ganet d'ar 24 a viz Eost 1762 e Pariz, hag aet d'an Anaon d'ar 17 a viz Ebrel 1799, a oa ur vaouez eus an noblañs a orin eus Loren hag a voe brudet e-pad darvoudoù an Dispac'h gall.
Meur a wech e timezas. Gant he c'hendirvi, Antoine Jean-François Mégret, aotrou Sérilly, goude-se gant François Thomas, kont Pange, hag evit echuiñ gant Anne-Pierre de Montesquiou-Fézensac, markiz Montesquiou. Kelc'h buhez Anne-Louise de Sérilly a oa an aristokratelezh a aferioù, frankizour ha digor war mennozhioù ar Sklêrijennoù.
Yaouankiz
kemmañAnne-Louise de Domangeville a zo ganet en un is-skourr eus ar familh familh Thomas, a orin eus Clermont-en-Argonne, a oa bet graet noblañs e 1626 gant an Dug Charlez IV Loren evit servijoù roet d'e diegezh « abaoe tri c'hantved ».